Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
92
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k. 1. V.k.d. REBARBIÑ OUZH (UB., UDB.) : enebiñ ouzh (ub., udb.), delc'her penn ouzh (ub., udb.). En ul lestr e senter hep rebarbiñ ouzh an urzhioù. Rebarbiñ ouzh an neb a ra gaou ouzhimp. & Diren. Habask dre natur, ne glaske ket rebarbiñ. DHS. ourzal, stourm (verb). 2. V.k.e. (en danevellañ dieeun) Eilgeriañ. "Paourkaezh paotr" a rebarbas an hini kozh en ur c'hoarzhin. HS. respont (verb). II. V.g. Stourm, na zigalonekaat. Dalc'h da rebarbiñ bepred !

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

rebarbi

1931
Daveenn : VALL pg cabrer (se) (populaire)

Ar re-mañ, ne voe ket un avañs dezho klemm, sakreal, "rebarbiñ" ; ober rankjent war o zroad, an hent da vont d'o chomlec'h nevez, ma ne zeuje karr ebet en-dro a-benn c'hwec'h eur diouzh ar paradez.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial