Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad zo renet gant dileuridi dilennet gant ar bobl evit ur prantad termenet, hag atebek dirak ar vroad. Ur republik eo ar vro-se. Ar Republik C'hall. 2. (en ur stad) Renad politikel diazezet war ur vonreizh. Ar Pempet Republik.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

Ouc’hpenn-se, kalz tud diwar ar maez, dre c’hoant da welet traoù nevez ha da c’houzout penaos e rae ar republik he [g]ouelioù, a zilezas ivez o farrez hag a yeas e kêr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.177

Harpañ a ris mat evelato, rak un dra am boa lakaet em [f]enn : ret e oa din veñjiñ va c’homper Herve Soutre, e wreg, e vugale, Paol Inizan, seur Kervern, Mari Kemener, hor c’hamaraded hag hor c’herent marv e Kergidu ; c’hoant [a]m boa da lazhañ kement soudard he doa digaset ar Republik e Breizh.

1878
Daveenn : EKG.II p.92

republik

1909
Daveenn : BROU p. 414

Republik Arc'hantek

1931
Daveenn : VALL pg Argentine (République)

A-hend-all, ar Varianited a guitaas Frañs er bloavezh 1901, argaset ma oant bet gant lezennoù Republik Combes.

1944
Daveenn : EURW.1 p60

Ne zeue ket en e benn, evel-just, e oa fall an doare diskiñ ; tamall a rae ar vugale hag o zud, e-lec'h tamall ar C'houarnamant, a oa e Zoue — rak fougeal a rae gant ar Republik —[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p20-21

« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

49. PENNRENER AR REPUBLIK E BREST

1944
Daveenn : EURW.1 p.199

D'ar Republik droug ne vennan ; / Ned eo ket me, dister, he zag.

1960
Daveenn : PETO p44

Sitoianed, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall sentus bepred; / Ar voazamant gozh d'ankouaat n'eo ket aes / Pardonit rak-se d'ar personig kaezh. / D'ar Republik e vo atav feal...

1960
Daveenn : PETO p35

D'ar 14 a viz gouere omp bet o lidañ Gouel ar Republik e ti hor rener-bras, hag a zo o chom en ur ge[ê]riadenn all, anvet Kongo, e tu reter al loc'h.

1985
Daveenn : DGBD p42

Dre ar son-se, degaset deomp war ar gwagennoù, meur a vil kilometr eus Moskov, hor boa bet un damskeud eus an doare lu a gased da benn ar c'hoari en Unvaniezh ar Republikoù Soviedat.

1985
Daveenn : DGBD p140

Ar strollad a gaso an taol da benn a zo evel ur republik e-lec'h ma vez pep hini a-live gant ar re all.

2015
Daveenn : DISENT p49

D'ar c'houlz-se [er bloavezhioù 1930] e oa krog ar republik da sevel ar fichennoù, an diforc'hioù hag ar c'hampoù zoken hag a roas an tu da Vichy da gas e bolitikerezh deportiñ da benn goude-se.

2015
Daveenn : DISENT p168

Ur wech gwiriet hoc'h identelezh e c'hall dibab prokulor ar republik (kelaouet gant ar boliserien), pe ofiserien ar polis-barn o-unan, derc'hel ac'hanoc'h dindan evezh (DDE).

2015
Daveenn : DISENT p166-167

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial