Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a sav a-du gant ar republik, ha gant ar mennozhioù republikan. Republikaned int. [1954] Ac’hanta, flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ». 2. Ent strizh, DISPRED. (e Frañs) Den eus ar gostezenn gleiz. [1944] Evel-se e oa rannet an dud er vro a-bezh : [d]iv gostezenn, kleiz ha dehou, [a]r Chouanted hag ar Republikaned. 3. (er Stadoù-Unanet) Ezel eus ar Strollad Republikan.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Prest goude bezañ gwerzhet leveoù ar Sent e teuas e penn ar republikaned gwerzhañ ivez ar chapeloù, ar beredoù ha betek an ilizoù zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

Peur e teuio adarre ar c’hiz kozh da zibennañ ar veleien ? Kentoc’h eget na soñj da galz marteze. Da c’hedal ar veleien a gendalc’ho da brezeg lezennoù Doue hag a lavaro marteze da veur a republikan : Te a zo laer... Te a zo den fall...

1877
Daveenn : EKG.I. p.294-295

Evel-se e oa rannet an dud er vro a-bezh : [d]iv gostezenn, kleiz ha dehou, [a]r Chouanted hag ar Republikaned.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Ac’hañ'ta [sic, Ac’hanta], flatret e voe raktal d’ar Prefed, ha gant mil boan e teuas a-benn da ziskouez anat ha splann n’en devoa morse labezet nag ar Republikaned nag ar… « Barizianed leun a vreinadur ».

1954
Daveenn : VAZA p.59

« Aotrouned » 'rez ouzhomp, sitoianed, / Ha ni e bro ar Republikaned ? / Ken a aotrouned na noblañs ne chom, / Rak d’o gouenn fallakr amañ 'oa re domm.

1960
Daveenn : PETO p35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial