Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A sell ouzh ar republik. Ur vonreizh republikan. 2. A sav a-du gant ar republik, a stourm eviti. Un emsav republikan. Ur gazetenn republikan. 3. (er Stadoù-Unanet) Ar Strollad Republikan : strollad politikel mirour.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Me a ya da ober berroc’h tro, ha kalz didrousoc’h ; me a ya d’her c’hrougañ, hag, e-pad ma vezo a-ispilh, en devezo amzer da c’houzout ne reer ket en aner goap eus a ur c’habiten republikan.

1878
Daveenn : EKG.II p.160

Ar gazetenn-mañ a oa bet krouet er bloaz-se gant ur bochad katoliked republikan, en o fenn an aotrou Emmanuel Desgrées du Lou.

1944
Daveenn : EURW.1 p.141

Yaouank-flamm e oa c'hoazh pa echuas brezel Bro-Spagn (1939) ha daoust dezhañ bezañ stourmet en arme republikan, ne voe ket bras a-walc'h e berzh ennañ evit bezañ argaset pe rediet da vont en harlu e-giz kement a intelektualed eus Katalonia.

2013
Daveenn : MEKAN p.9

Ofis publik ar brezhoneg