Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. A-liv gant ar gwad, ar roz-aer, h.a. Ur rozenn ruz. Kig ruz. & Hini ruz : gwin ruz. & Ruz-bev, ruz-kel, ruz-tan : ruz flamm. Ruz-mouk : ruz a denn d'an du. & [1955][...] un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho pep a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn [...]. DHS. limestra, mouk. 2. (db. an traoù tomm) A lugern, evel an tan, gant ar wrez. Houarn ruz. & Ruz-glaou, ruz-poazh : a-liv gant an tan. 3. (db. kroc'hen an dud wenn) Livet gant dered ar gwad. Un dremm, daouarn ruz. Ruz e oa deuet he fenn gant ar vezh. [1954] Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched. & Divoc'h ruz-glaou, ruz-gren : ruz flamm. & Mont, dont ruz : dont da vezañ ruz e zremm. & Lakaat ub. ruz : e lakaat da zont ruz. & Trl. kv. Bezañ ruz evel kribenn ur c'hilhog : bezañ gwall ruz e zremm. HS. flamm, livrin. ES. disliv, glas, gwenn, melen, morlivet. 4. (db. ar blev) A denn da liv an orañjez. Ur paotr blev ruz. & Bisig ruz : gwiñver. B. Dre skeud. Dezhañ ar banniel ruz da arouez. Ar re ruz : ar gomunourien (ha, dre ast., tud an tu kleiz). [1954] D’o meno, gwellañ tra d’ober a oa skrivañ e penn a-raok hag e penn a-dreñv an tarzherien, ar splujerien, an distrujerien, ar rederien hag al listri hobregonet anv ur skrivagner bennak, ur prederour pe ur rener-stad, gant ma vefent holl evel[-]just tud eus ar gostezenn ruz ES. gwenn. & ISTOR An Arme Ruz : arme an Unaniezh Soviedel. & [1955] al leurgêr Ruz : Ar Blasenn Ruz e Moskov. [1955] En ur zont war hon giz [sic, war hor c'hiz] d’an ostaleri ma vevemp enni, e fellas dimp, kement hag ober ur valeadenn, treuziñ al leurgêr Ruz, ha tremen goude eus an eil penn ar C’hremlin d’egile. II. Doar. Dre skeud. 1. (db. ar plant) Sec'h. Ruz eo ar geot gant ar sec'hor. 2. (db. an dud) Fuloret-mik. Bezañ ruz gant ar gounnar. 3. (db. an amzer) Fall-spontus. Amzer ruz. Ruz e oa dec'h : ur barr-amzer a oa bet. 4. (db. prizioù ar c'henwerzh) Ker-kenañ. Ruz eo ar moc'h er mare-mañ. & Trl. Ober un taol ruz : ober un afer vat. 5. Trl. Bezañ ruz war udb. : bezañ troet-kenañ gant udb. Ruz eo war ar c'hafe. HS. gwrac'h, nay, pitilh, sot, tik. III. Stn. Dre skeud. Bras. Ar baourentez ruz. Bezañ e fulor ruz : bezañ fuloret-mik. Droug ruz a oa ennañ. Mont d'an daoulamm ruz : mont buan-buan, war varc'h prl. Mont d'ar red tan ruz : buan-kenañ. Bec'h ruz a oa savet etrezo. Plijadur ruz hor beze. [1924] Houmañ, droug enni, a zistagas un taol ruz gant he zroad dehou. IV. Adv. 1. Trl. Ober ruz war udb. : e zisprizout. 2. G. pouez. Dre skeud. Spontus. Tomm-ruz eo an amzer. Ker-ruz eo an traoù er stal-se.

Skouerioù istorel : 
91
Kuzhat roll ar skouerioù

ruz

1499
Daveenn : LVBCA p178 (rouge)

gwin ruz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vin) clairet

ruz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rouge

bulbuenn ruz

1732
Daveenn : GReg pg bouton (ou, bourgeon qui vient au visage, de chaleur de soye)

fri ruz

1732
Daveenn : GReg pg (nez plein de) bouton(s)

dremm ruz

1732
Daveenn : GReg pg (visage couvert de) bouton(s), face (rouge)

glaou ruz

1732
Daveenn : GReg pg braisier (brasier ardent)

liv ruz

1732
Daveenn : GReg pg couleur (rouge)

ker ruz hag ur c'herubin

1732
Daveenn : GReg pg (rouge, ou, enflamé comme un cherubin)

blev ruz

1732
Daveenn : GReg pg cheveu(x rouges, ou, poil verd)

Yuzaz an treitour en devoa ur pennad-blev ruz hag ur varv zu

1732
Daveenn : GReg pg (Judas, dit un Autheur Espagnol, avoir les) cheveu(x rouges, & la barbe noire)

gwin ruz

1732
Daveenn : GReg pg (vin) clairet

gwin ruz sklaer

1732
Daveenn : GReg pg (vin) clairet

el Leon Ruz

1732
Daveenn : GReg pg a

kignez ruz

1732
Daveenn : GReg pg guigne (Guignes rouges.)

liv ruz

1732
Daveenn : GReg pg ancre

merien ruz

1732
Daveenn : GReg pg fourmi (Fourmis rouges.)

neud ruz

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil rouge)

marokin ruz

1732
Daveenn : GReg pg (du) maroquin (rouge)

liv ruz

1732
Daveenn : GReg pg couleur (rouge)

ar mor ruz

1732
Daveenn : GReg pg arabique

Yuzaz an treitour a oa ruz e vlev, ha du e varv : ar pezh a zo a-enep natur

1732
Daveenn : GReg pg (le traitre Judas avoit les cheveux rouges, & la) barbe (noire)

boned ruz ur C'hardinal

1732
Daveenn : GReg pg (la) barrette (d'un Cardinal)

ruz sklaer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rûz-skléar (incarnat, espèce de couleur entre la couleur de la cerise et celle de la rose. HV), rûz-wenn.

Divoc'h ruz en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg bôc'h (Elle a les joues rouges).

Gant ar blev ruz eo peurvuiañ brizhennus an dremm.

1850
Daveenn : GON.II pg brizennuz (Avec les cheveux rouges, on a ordinairement le visage lentilleux).

ruz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koc'h

liv ruz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg liou-rûz (rosette, sorte d'encre rouge faite avec du bois du Brésil).

liv-ruz-gwad

1850
Daveenn : GON.II.HV pg liou-rûz-goad (carmin, rouge très-vif).

meilh-ruz

1850
Daveenn : GON.II pg mel-rûz (rouget, poisson de mer).

ruz

1850
Daveenn : GON.II pg rû (Voyez "rûz"), rûz (Rouge, qui est de couleur semblable à celle du feu, du sang, etc. - Cramoisi. HV. Hors de Léon, "rû").

ruz

1850
Daveenn : GON.II pg rû, rusia, rusiadur, rûz (Rouge, qui est de couleur semblable à celle du feu, du sang, etc. - Cramoisi. HV), ruzard

Ker ruz hag an tan eo.

1850
Daveenn : GON.II pg rûz (Il est aussi rouge que le feu).

Ruz eo he blev.

1850
Daveenn : GON.II pg rûz (Elle a les cheveux rouges).

ruz glaou

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rûz glaou (Vermeil, qui est d'un rouge un peu plus foncé que l'incarnat. - Ponceau. HV).

ruz wenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rûz-wenn (voyez "rûz-skléar" HV).

glas ruz

1850
Daveenn : GON.II pg glâz-rûz (violet, de couleur de violette).

Petra bennak m'en doa troet Mojennoù Faedr hervez kiz e barrez, ne oant ket hervez kiz an dud desket-kaer; gant ar soñj d'o lakaat bravoc'h, e varellas anezho a dammoù galleg dastumet e kêr, traoù ken divalo ha ken iskis e brezhoneg ma'z int evel kozh peñselioù ruz pe c'hlas gwriet ouzh ur sae wenn gant ur c'hemener mezv-dall.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kemend-all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

Mari Kreac’h en em gavas ivez, e daoulagad ruz gant an daeloù, hag he skiant evel hanter gollet.

1878
Daveenn : EKG.II p.176

He divoc’h a zeue ruz evel bleuñv burlu, hag he daoulagad, glas evel ar mor pe an oabl en hañv, skedet-diskedet a beb eil gant nerzh ar prederennoù ha niver an eñvorennoù, a bare war ar gwaz o tenesaat.

1923
Daveenn : SKET p.74

Bouc’hal-lazhañ an doueed a droc’he kostezennoù ar c’hezeg gwenn, ar c’hezeg ruz, kezeg al lidlazhadenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.120

Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, heñvel ouzh ur dervenn yaouank, ha kreñv, postek, skañv da redek evel an "uros" (1).

1923
Daveenn : SKET p.42-43

Hervez kanenn Vopiskos e oa he blev gell-ruz, he daoulagad glas-louet ha birvidik en he fenn, he dremm hirgelc’hiek, ha gwenn-kann liv he c’hroc’hen.

1923
Daveenn : SKET p.41

Hag un taol gwialenn war skoaz ar gazek. Houmañ, droug enni, a zistagas un taol ruz gant he zroad dehou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Gantañ en e zorn ez oa ur saezh hir ha kaer graet a goad ivin ruz.

1924
Daveenn : SKET.II p.60

E-kreiz teñvalder o glasvez e sked sae gell-ruz ar gwiñver.

1924
Daveenn : SKET.II p.47-48

E-pad un diskuizhadenn, unan eus ar baotred a lavaras : — Klevit ’ta ; ar Paotr-ruz, dec’h d’abardaez, a zo bet e gwezenn ber an aotrou person… Dare eo ar per, ha mat ; ar Paotr-ruz a roas unan din da dañva… Mat !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.864 (Miz Meurzh 1924)

Miz Du, miz Kerdu : glav, avel, tourmant ruz.

1925
Daveenn : BILZ2 p.108

Tourmant ruz. An avel a c’hwibane, a skrije, a yude en drisoù, en obañchoù. An taolioù-mor a strope hag a frege war diaraog ar Vran. N’eus forzh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.171

Eizh devezh zo em eus lakaet ur vruzunenn eus an traet-se war ar goañvenn a verve war biz bihan va zroad kleiz, abaoe n’on ket evit herzel, n’on ket evit pad ganti : an tan ruz a zo e-barzh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras !

1929
Daveenn : SVBV p9

boned ruz ur c'hardinal

1931
Daveenn : VALL pg barrette (de cardinal)

melen-ruz

1931
Daveenn : VALL pg blond (ardent et orange)

flour

1931
Daveenn : VALL pg amarante

Ur c'helenner all a oa c'hoazh hag am boa karantez outañ, unan eus ar Stadoù-Unanet e anv Klemens, un den uhelvent, dremm liv ruz, daoulagad glas, blev gwinizh ; hemañ 'oa kelenner war ar saozneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

An div gostezenn o doa pep a gazetenn : ar re ruz o doa "l'Eclaireur du Finistère" hag ar re wenn "La Résistance".

1944
Daveenn : EURW.1 p84

Deskiñ a reomp raktal hent ar c’hantin, da zourañ hon degemer [e-]touez ar brageier ruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.192

Moarvat e felle dezhañ hon izelekaat ha dilorc'hañ ar re ac'hanomp a oa gwriet dija sardinennoù ruz dezho war o mañchoù...

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Setu amañ poltred pep hini anezho : Job a oa bihan, Lom a oa bras: Job a oa ledan ha skoulmet-kaer, Lom a oa strizh e zargreiz ha strizh e zivskoaz; Job en doa blev du ha Lom blev ruz.

1944
Daveenn : ATST p.26

— « Ar gerent, Lom, a yelo kounnar ruz enno. Mes n’eus forzh, re ziwezhat e vo. »

1944
Daveenn : ATST p.93

E zilhad soudard a voe lezet gantañ da vont kuit ; pa oan bugel am eus soñj bezañ kavet brav an doupenn reun ruz a oa war e chako lêr, hag ar fourajerennoù ruz kordennet, gant brochennoù kouevr a veze a-istribilh ouzh ar skoaz, hag ar c'hleze meur gant e zornell kouevr, a oa e-pign ouzh speurenn ar gambr, hag a veze miret holl gantañ evel eñvorennoù e amzer verr a varc'heger.

1944
Daveenn : EURW.1 p10-11

Pa'z aed pell da-heul an toull, en em gaved gant un nor houarn ; a-drek an nor e oa loch ur ramz a veze graet ar Boned Ruz anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p17-18

Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.

1944
Daveenn : EURW.1 p18

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Badaouet eo ivez ar breur Arturo gant c’hwez galloudus tolzennadoù bleunioù al liorzh, ar jesmi ruz, ar roz, al lili meur, ar jenoflez, ar c’harzhiadoù beuz [sic "ar garzhiadoù"], ar bent, ar geot azv, mesk ha mesk gant tourmantin koadig an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Tanet eo e wad e-giz gant pebr ruz ha pebr glas.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Daoust ha ma veze ruz ha bev-mat he liv, ne dlee ket he c'halon bezañ en he reizh, rak pa felle dezhi mont da di he mamm, berr e veze warni o pignal gant an diribin, ha rankout a rae chom a-sav da dennañ hec'h alan en ur stardañ he daouarn ouzh he bruched.

1954
Daveenn : VAZA p.14-15

Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog, foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel.

1954
Daveenn : VAZA p.21

Ne live Mabig nemet gant huzil, raz, pri ruz ha pri melen hag evit an daoulagad, bleun kannerezed.

1954
Daveenn : VAZA p.22 (notenn 1).

Redek a rae an aliesañ ma c’helle a di da di war-zigarez kas d’ar gêr druilhoù peurdakonet pe dilhad nevez peurwriet ; bep tro e tape un dra bennak da gloukañ, met dalc’hmat e veze, hervez ma kave dezhañ, blaz ar re nebeut gant e vannac’h ; en ur ger, liv al lonker a vleunie war e fri keit hag un ibil da blantañ kaol, ha rusoc’h ar beg-begig anezhañ eget ur vouarenn hanter veür.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Kent strivañ da glask tu da vezañ reor ha roched gant ar re ruz, brezeliañ a rae ar Beskont-se evel skoazeller touet kevrenn ar Roue, hag er mare-se, eme e vevel, ne veze gwelet e-dro dezhañ nemet fourdelizennoù e pep lec’h, ha zoken e don e bod-kambr.

1954
Daveenn : VAZA p.56, notenn 1

Gwisket e oan e-pad va amzer deskard evel an holl vartoloded, gant ur c’holier glas em c’herc’henn ha war va fenn ur boned-toupenn-ruz.

1954
Daveenn : VAZA p.82

Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.

1954
Daveenn : VAZA p.83

D’o meno, gwellañ tra d’ober a oa skrivañ e penn a-raok hag e penn a-dreñv an tarzherien, ar splujerien, an distrujerien, ar rederien hag al listri hobregonet anv ur skrivagner bennak, ur prederour pe ur rener-stad, gant ma vefent holl evel[-]just tud eus ar gostezenn ruz.

1954
Daveenn : VAZA p.122

E Kopenhagen, kerkoulz hag e kêrbenn broioù all an Hanternoz, e reas ar c’homiser reiñ da bep den evit netra toupennoù ruz evit ar boned, hag ur bern lietennoù a bep seurt liv, melen, gwenn, ruz, glas, ha me oar, ha warno anv hol lestr e lizherennoù aour.

1954
Daveenn : VAZA p.157

Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.

1954
Daveenn : VAZA p.163

En ur zont war hon giz [sic] d’an ostaleri ma vevemp enni, e fellas dimp, kement hag ober ur valeadenn, treuziñ al leurgêr Ruz, ha tremen goude eus an eil penn ar C’hremlin d’egile.

1955
Daveenn : VBRU p.56

Dre eurvad e oa e penn ar sal un doare lec’hpred [lec’h-pred] gant bitailh a bep seurt, rak aotre hor beze evelkent da zebriñ ha d’evañ pep hini diouzh e c’hoant : gwestell, pastezioù, keuz, ponsined, vioù, joskenn ha kilhevardon all, sturjed ar stêr Volga, ha kaviar sof-kont ha marc’hadmat [marc’had-mat] a-walc’h, kaviar ruz, melen, louet ha du, ar saourusañ hini diouzh klevout ar re lipous (1).

1955
Daveenn : VBRU p.34

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Mil mallozh ruz !

1960
Daveenn : PETO p50

Mallozh ruz-tan d'an touer brein !

1960
Daveenn : PETO p66

Ma dorn zo ruz gant gwad un den / Na eure morse droug na gwall, / Ha din da c'hoût ' roas ' oa fall / Asantiñ plegañ d'an urzh lous / Am c'hasas trumm da berson plouz.

1960
Daveenn : PETO p62

Ha beli hakr an Ifern ruz / A dreñkas din ma bouedenn penn, / A silas atiz lor dre guzh / Em askre vil ha trellet tenn ?

1960
Daveenn : PETO p.27

Ya, kounnar zo ennomp, kounnar-ruz o klevet prezegennoù-beleien distaget e galleg fraezh evit kemenn deomp e oa ret saveteiñ hor yezh.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.

1985
Daveenn : DGBD p9

En dro-mañ koulskoude n'eo ket evit ober katekiz ruz d'ar vorianed eo e oa deut an aotrou Reste.

1985
Daveenn : DGBD p147

Moarvat e rois dezhi div pe deir sigaretenn evit ma 'z aje kuit, rak ruz e oa war ar butun evit doare.

1985
Daveenn : DGBD p125

"Ma, maz eo ken barrek evel ma oa pa oa studierez, neuze ec'h eus graet un taol ruz." "Moarvat ez eo rak an holl amañ a zo o tresañ ton dezhi."

2015
Daveenn : EHPEA p321

"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.

2015
Daveenn : EHPEA p.18

Ofis publik ar brezhoneg