Ruz-tan edo aet Vindosêtlos gant fromet ez oa.
En eneb d’an du-kañv-se, pa brene ur vaouez ar mouchouer bras gant pimpilhoù hir ha rodellet a dlee padout outi ha marteze ouzh he merc’h o buhez-pad, evel-just e tibabe al liv a gare, rak kavout a rae er stalioù n’eus forzh pere, an eil lintrusoc’h eget egile : mouchoueroù ruz-tan, glas-dour, gell damruz, glas-mor, liv al ludu, mouk, ha zoken gwenn-sin pe du adarre, evit an intañvezed hepken hag ar gwragez krog mat da vont war an oad.
Hini [banniel] sant Jozeb, eus Priel, ruz-tan hag aour, ken tev ha ken hir an troad anezhañ ha gwern ur gobar, a oa lorc’h ar barrez.
Gwelout a ran c’hoazh dirazon ar Bitouz kozh, hor segond-mestr gwernier, ur podig a zen anezhañ gant ur fri togn hag ur voue ruz-tan, en e goazez war ur pilgos, hag a bep tu dezhañ evel kolisted ouzh an aoter ur c’harter-mestr hanter vezv o tiskenn dezhañ gant ur founilh merglet gwin gwenn en e c’hourlañchenn.
Kempennet e oa holl straedoù ar gêrbenn gant skeudennoù Fallières hag ar roue, gant drapelloù triliv hag an Danbrok, ar banniel broadel ruz tan [ruz-tan] gant ur groaz wenn warnañ.
Fent a reas din bepred, rak bez’ oa an deiz-se war e benn ur mailh tog-houarn arc’hantet ha stag outañ ur glipenn blu ruz-tan hir-hir : « Ac’hanta ma ! a soñjen, ret-mat e vo da hemañ lemel e dog brav, anez-se e ranko kerzhout war e grabanoù pa fello dezhañ diskenn a-ziwar ar pont da vont diwar skouer ar rouanez all betek kambr ar c’haoterioù ».
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ruz-tane