Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Endalc'her, graet gant un danvez gwevn, digor diouzh ur penn hepken. Tennañ udb. er-maez eus ur sac'h. Leuniañ, goullonderiñ ur sac'h. Ur sac'h bet o lakaat ludu. Bale a rae ur sac'h gantañ a-dreuz skaaz. Pakañ, ober e sac'h. Seier koton, lêr, plastik. B. Trl. kv. 1. Teñval-sac'h, teñval, du evel (en) ur sac'h : teñval, du-tre. & Marc'had ar sac'h, c'hoari sac'h: c'hoari ma rank pep hini tennañ udb. (un niverenn alies) er-maez eus ur sac'h, pe eus ur voest, ha ma c'hounezer prizioù. 2. PEMDEZ Reiñ e sac'h da ub. : e gas kuit eus e labour, eus e garg. Roet eo bet e sac'h dezhañ, dilabour eo bremañ. & Kaout e sac'h : bezañ kaset kuit eus e labour, e garg. & (db. an darempredoù tud) Reiñ e sac'h da ub. : e argas, nac'h e zaremprediñ. & Kaout e sac'h digant ub. : bezañ dinac'het gantañ. 3. Tr. estl. E-BARZH AR SAC'H ! : echu eo, re ziwezhat eo evit ober udb. & Bezañ lakaet er sac'h : bezañ paket hep gallout tec'hel. [1877] Canclaux ne zaleas ket da welet e oa lakaet er sac’h gant an Aotrou de Kervalaneg ; anaout a rae e vicher. Abalamour da-se e c’hourc’hemennas d’e soudarded kas achanomp kuit eus a Dosenn-Fantig. & E-barzh ar sac'h ! : d'an traoñ ! 4. Trl. Pep hini evit e sac'h ! : pep hini evitañ e-unan. & Rimadelloù fentus en deus leizh e sac'h : anavezout a ra ur bern anezho. II. PEMDEZ A. (db. an dud) 1. Stomog. Me zo brizh ma sac'h : n'on ket figus. 2. Dre skeud. Korf an den sellet outañ evel un endalc'her. & Krl. Ur sac'h goullo / Ne chom ket en e sav : ret eo debriñ mar menner chom bev, labourat, bezañ efedus, h.a. B. 1. (db. ar baotred) Gousac'h. HS. bisac'h, yalc'h. 2. (db. ar merc'hed) Mammog. III. PEMDEZ 1. Den d'e sac'h : den na soñj nemet ennañ e-unan. 2. Dre gunuj., prl. Ger a dalvez da ober anv eus techoù (fall) an dud. Sac'h-ardoù : den a ra ardoù. Sac'h-brizh : den lontek ha n'eo ket figus. Sac'h-gevier : gaouiad. Sac'h-toaz : den lart. Sac'h-soubenn, sac'h-yod : den a zebr kalz (a soubenn, yod, pe traoù all). Sac'h-an-diaoul : den spontus. DHS. sac'had. HS. toull. 3. Termen a ya da sevel touadelloù. Sac'h ar bier. Sac'h an dienn. Sac'h ar soner. Sac'h ar butun. Sac'h an diaoul. Sac'h panez.

Skouerioù istorel : 
55
Kuzhat roll ar skouerioù

sac'h

1499
Daveenn : LVBCA p178 (sac)

sac'h da veuziñ mesfeterien

1499
Daveenn : LVBCA p36, 49, 143, 178 (sac a noier maulfaicteurs)

sec'h [sic]

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sec'h

sac'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poche, sac

sec'hier

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poche, sac

sac'h dizere

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (sac) deslié

ur sac'h dizere

1732
Daveenn : GReg pg (un sac) delié (un homme qui ne peut garder un secret)

ur sac'h goullo ne c'hall ket chom en e sav

1732
Daveenn : GReg pg (on ne peut se tenir) debout (se soutenir, sans manger. Proverbialement)

lakaat en e sac'h, en e c'hodell

1732
Daveenn : GReg pg embourser

seier dizere

1732
Daveenn : GReg pg (un sac) delié (un homme qui ne peut garder un secret)

sac'h ar biroù

1732
Daveenn : GReg pg carquois (étuy de flèches qu'on porte sur l'épaule)

griat un den en ur sac'h

1732
Daveenn : GReg pg coudre (un homme dans un sac)

sac'h

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier, "sac".

tri sac'h

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "trois sacs".

Ardamezit ar sac'h-se.

1850
Daveenn : GON.II pg ardamézi (Marquez ou étiquetez ce sac-là).

sac'h

1850
Daveenn : GON.II pg biniou

seier

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier, "des sacs".

Diere e oa ar sac'h.

1850
Daveenn : GON.II pg diéré ou diséré (Le sac était délié).

Diskoulm eo ar sac'h.

1850
Daveenn : GON.II pg diskoulm (Le sac est dénoué).

sac'h

1850
Daveenn : GON.II pg sac'h, sâc'ha, sac'hik

seier

1850
Daveenn : GON.II pg sac'h

sier

1850
Daveenn : GON.II pg sac'h

likit an ed-se er sac'h

1850
Daveenn : GON.II pg sac'h

ar seier a zo leun

1850
Daveenn : GON.II pg sac'h

sac'h c'hloan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sac'h-gloan (kaba, large sac en tapisserie).

sier gloan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sac'h-gloan gloan (kaba, large sac en tapisseriePl.)

« Gra, bihanig, diwar ar sec'h / Ul lammig krenn, ul lamm em sac'h. »

1867
Daveenn : MGK p41

Ar vaot zo dastumet e sac'h ar chaseer.

1867
Daveenn : MGK p48

Canclaux ne zaleas ket da welet e oa lakaet er sac’h gant an Aotrou de Ker[v]alaneg ; anaout a rae e vicher. Abalamour da-se e c’hourc’hemennas d’e soudarded kas achanomp kuit eus a Dosenn-Fantig.

1877
Daveenn : EKG.I. p.282

Ac’hanta, lonker, sac’h ar gwin, n’em boa-me ket lavaret dit e raes fall, e taones da ene o tarempred Loull ar Bouc’h hag e ganfarded ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

Evidomp-ni a zo chomet er mintin-mañ en hor gwele, pe, pa lavarin ar wirionez, e-mesk hor c’holo, abalamour ma ho poa lakaet ac’hanomp en ur c’hraou ken du ha sac’h ur glaouaer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.77

Men [sic] eo, o tont d'ar gêr, goude hadañ fosfat kaoc'h-houarn war un dachenn dirien am eus er Park kamm, me eo am boa difretet ar seier adarre , 'n ur dremen ; hag ar poultr dioute 'n eus groet d'ar geot kreskiñ evel ma welez.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ha soñj dit, mignon Tomaz, ar seier a vano ganimp, a vo mat, goude vent kannet, da lakaat war hon c'hein en noz, en-giz ballino[ù] pa vez[z] rev en amzer ; hag un tamm plom en beg eur fiselenn a zo mat da dizhañ gedon.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

sier

1909
Daveenn : BROU p. 417 (sac au pluriel)

sec'hcher

1909
Daveenn : BROU p. 417 (sac au pluriel)

Poellek ha difrae e teuas o labour gant ar Skaled : da doullañ ar c’hleuzioù e raent gant pigelloù ha palioù, hag an atredoù diouto a gasent er-maez war-bouez sec'hier lêr pe gestoù ha boutegi aozilh.

1923
Daveenn : SKET p.127-128

— Neuze gra da sac’h, da gabanenn a zo goullo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !

1925
Daveenn : BILZ2 p.158

A ! satordallik ! Fri ar c'hazh e sac'h ar farz ha troad al leue bihan e-barzh ! Sell, 'brepoz, pa zeu da goun din ! Goulc'hen, ha ma kemerfemp bep a c'henaouad [b]ara, ha ma lonkfemp bep a vanne gwin ?...

1929
Daveenn : SVBV p.9

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

sac'h-bestl

1931
Daveenn : VALL pg (vésicule) biliaire

seier daoubennek

1931
Daveenn : VALL pg bissac

sac'h daoubennek

1931
Daveenn : VALL pg bissac

Tremen a rejont an eil penn-nozvezh en ur vanell distro, e-harz moger izel ul liorzh, gourvezet en ur gichen evel daou bried, war ul lienenn delt astennet war al leur, goloet pep hini gant e ballenn, hag o sac'h-soudard ganto e-giz goubenner.

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Pa ne gerzhemp ket eeun, hep fiñval hor penn, ar c’habiten du Tilly a gastize ar strollad gant « un eurvezh eskrim ar vaionetez » hep paouez, gant ar sac’h karget war hon divskoaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

« Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

1944
Daveenn : ATST p.86

... An noz a oa kouezhet ; teñval e oa evel en ur sac'h pa zigouezhjomp e bourk Mousteruz.

1944
Daveenn : EURW.1 p37

Dic'hwezhañ a reas Palmira, dre ma sanke he chapeledig en he sac'h.

1949
Daveenn : SIZH p.58

AR SERJANT -o tennañ ur pennad kordenn eus e sac’h-

1960
Daveenn : PETO p39

E garg ha[sic] oa dont d'am heul, o tougen ar sac'h lêr hag ar plankennig-skrivañ.

1985
Daveenn : DGBD p63

Rak an daou-se n'int chalet nemet gant o sac'h. Ma mamm, a gemere preder ganeomp-holl, a zo bet tortet gantañ.

2015
Daveenn : EHPEA p15

C'hoari a ra e zen direbech peogwir e oa bet o telc'her ar sac'h hag e oa kaoc'h kras en e vragoù.

2015
Daveenn : EHPEA p396

Er c'hontrefed, roet e vo ho sac'h deoc'h m'az och blenier trenioù ha ma lakait un treniad lastez nukleel da chom a-sav nepell diouzh al lec'h m'eo kuzhet ho kamaraded enepnukleel, rak trubardet ho po hoc'h embregerezh evel-just...

2015
Daveenn : DISENT p173

Un hanter penn-moru, lakaet gantañ en ur sac'h plastik gant skorn, en doa profet dezhi.

2023
Daveenn : DREAM p. 14

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial