Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Endalc'had ur sac'h. Sac'hadoù ed, gwinizh, kistin. Sammañ sac'hadoù avaloù-douar war e gein. [1954] « Ac'hanta ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ». II. PEMDEZ 1. (dirak gerioù evel droug,fulor, h.a.) Kementad bras. Ur sac'had droug zo ennañ. [1954] [...] ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! » HS. barrad, fourrad, frapad, korfad, reuziad, revrad. 2. Ger a dalvez da sevel anvioù disprizus prl. hag a zezverk neuz diavaez an dud. [1732] Ur sac'had eskern : den, loen treut-kenañ. Ar paourkaezh ki ne oa nemet ur sac'had eskern anezhañ. HS. sac'h, toull. 3. Trl. Kaout, ober, tapout ur sac'had : bezañ mezv. Meur a sac'had en doa tapet en ostaleri-se. HS. korfad, picherad, revriad, tortad, toullad.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

sac'had kig

1732
Daveenn : GReg pg femme (forte & hommasse)

ur sac'had eskern

1732
Daveenn : GReg pg carcasse (parlant d'une vieille personne fort maigre), etique (maigre, qui n'a que les os & la peau)

sac'hadoù eskern

1732
Daveenn : GReg pg carcasse (parlant d'une vieille personne fort maigre)

sac'had

1850
Daveenn : GON.II pg sac'had (sachée, ce qu'un sac peut contenir. pochée).

sac'hadoù

1850
Daveenn : GON.II pg sac'had (sachée, ce qu'un sac peut contenir. pochée. Pl.)

Lavar dezhañ [d'ar "Miliner"] dont kentañ ma c’hello, ha digas gantañ e garr, rak meur a sac’had a zo da reiñ dezhañ da valañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.89

Ar pezh a lavaras an Tunk a yoa gwir ; daou sac’had arc’hant a voe kavet, arc’hant ar paour hag hini ar sent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.246

Jañ-Mari a yoa gantañ ur sac’had dilhad war e gein, gant an Aotrou Lejeune n’oa nemet ur vazhig skañv en e zorn hag ul levr, a hanver brevier, a-zindan e gazel.

1878
Daveenn : EKG.II p.192

Amañ zo faotet daou sac'had fosfat kaoc'h-houarn, n'a ket da ugent real pep hini.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

— Krog out er garreg. — ’Gav ket d’in. Bezhin moarvat, ur sac’had bezhin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.110

Lajat en doa ur vouezh c'hlan ha sklaer ha gounit a rae kalonoù ar bobl gant e sonioù, a oa gantañ ur sac'had anezho ha ne veze goullo gwech ebet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.153

Evit da Lotei bezañ ur baradorig [sic "baradozig"] war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused a [sic "o"] kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

1944
Daveenn : ATST p.10

Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel[]just : « Ac'hañ 'ta [sic, ac'hanta] ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ».

1954
Daveenn : VAZA p.19

Plijout a rae dezhi moarvat ober ur wech an amzer ur c'hofad gouelañ, ha Biz Kamm, daoust ha ma veze ar peurliesañ ken dibreder hag ur vi nevez dozvet, a lavare neuze, ur sac'had droug ennañ : « Va Doue ivez 'ta gant homañ ! krog eo adarre merc'h Sapeur da zougen kañv d'he bramm kentañ ! »

1954
Daveenn : VAZA p.12

Ar c'hafe glas a vez lakaet er c'hoñvers dre sac'hadoù o pouezañ tri-ugent kilo (c'hwec'h-ugent lur).

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.42

Ha me ur sac'had droug ennon, aes eo kompren.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial