M. Pet zo a'n euvroù a drugarez ? D. Seizh spirituel ha seizh korporel. M. Livirit an re spirituel. D. 1. Kelenn an re ignorant. 2. Korrijañ an re a fazi. 3. Reiñ kuzul mat d'an re o devez ezhomm. 4. Koñsoliñ an re dezolet. 5. Dougen pasiantamant an injuroù. 6. Pardoniñ an ofañsoù. 7. Pediñ evit an re vev hag an re varv hag evit an re a zeu d'hon persekutiñ. M. Livirit an re gorporel. D. 1. Reiñ da zebriñ d'an beorien o devez naon. 2. Reiñ da evañ d'an re o devez sec'hed. 3. Gwiskañ an re noazh. 4. Delivrañ an brizonerien. 5. Vizitañ an re glañv. 6. Lojañ an belerined hag an estrañjerien. 7. Enteriñ an re varv.
sec'hed
sec'hed
sec'hed
degas sec'hed da
— « Ya! n’eo ket evit padout gant ar sec’hed, » a lavaras ar vaouez a oa eno ; « glac’har en deus d’ar gwenneion n’en deus ket c’hoazh, aze emañ ar wirionez. »
An eil diaoul. — « N’oc’h ket bet ur wreg vat. » An diaoul kentañ. — « Ur wreg fall oc’h bet. ». An eil diaoul. — « Falloc’h ne vez ket kavet. » An diaoul kentañ. — « Ho kwaz en deus bet da c’houzañv sec’hed ha naon. »
Ne blije ket d’hor martoloded patouilhal e traezh ha mailh ar straedoù, ha klemm a raent dreist-holl dre ne gavent en ostalerioù netra da derriñ o sec’hed nemet te, laezh ha dour-orañjez [dour orañjez] : « Gwell eo ganimp, emezo, leuskel ar gwelien[-]se gant neb a garo ; aon hon eus rak bezañ kent na vefe pell e par ar marv gant ar red-kof ».
A-drugarez d’ar mizoù-se, d’ar gwenneien skrapet diganin e kêr Auchen hag en Aleksandrovo gant kanfarded an eskemm-arc’hant – Yuzevien holl, aotrou Koñsul Rusia ! – hag epad [e-pad] an treuz n’hellen ket evelkent chom hep terriñ ur wech an amzer d’am naon ha d’am sec’hed e kirri-prejañ, touzet pe dost da vat e oan pa lakais troad e kêr Moskov, peogwir ne vane em godell nemet ur pezh ugent lur…
Setu petra a skriv diwar-benn se an douaroniour Aug. Bernard (Afrique Septentrionale et Occidentale, II. Paris, 1938, p. 322) : "Er peurvanoù ha war hentoù bras an dezerzh e teu an tu-gounit gant ar re wenn, kaletoc'h ouzh ar sec'hed eget a re zu hag a zo stummet o c'hroc'hen, evit doare, evit disteuler kalz dour-c'hwez.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sec'hedek