Ne weled ket eus an evadegoù-se ma ev an den enno, diezhomm ha disec’hed, ma tiskianta diwar re-gofad, ma ruilh e-kreiz uloc’h ha pri, o tiskenn izeloc’h eget loened-mut ; n’oa ket eus ar banvezioù hir-didermen m’en em stanka enno kengouvidi diemzalc’h, ez varlonk ha lous evel moc’h dirak laouiri pourveziet-leun ; nag eus an abadennoù-se dibaouez c’hoari diñsoù pe wezboell, ma kas enno didalvez-kaer gwazed kadarn, kreñv ha meizek, ar pep gwellañ eus o amzer.
Ha pa voe disec’hed rik korzailhenn, staon ha skevent an den fuloret, ken ma vane emichañs e deod war ispilh [war-ispilh]… Flak !... flak !... div wech diouzhtu e skopas etre daoulagad ar soudard kablus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
disec'hediñ