Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat da vont da aezhenn an dour zo en udb. Ar wrez-mañ a zisec'ho an delioù, an douar. Disec'hañ a ray an avel an dilhad. 2. Dre ast. Lemel an dour diwar pe diouzh (udb.). Disec'h an daeroù diwar da zivjod. Disec'hañ ur poull : e skarzhañ. Disec'hañ ur c'heun : lakaat an dour zo enni da redek. & (db. an everien, al lonkerien) Evañ buan endalc'had ur werenn, ur voutailhad, h.a. Ne vez ket pell o tisec'hañ gwer. Gwelloc'h eo gantañ disec'hañ barrikennoù an ostiz. 3. Dre skeud. (db. danvez un diviz) Plediñ gant kement kraf zo e doare ma ne chom mui netra da vreutaat. N'hon eus ket disec'het mat an destenn. II. V.g. 1. (db. traoù zo dour en o danvez, plant) Koll e zour, e sap. Ar bara zo o tisec'hañ en heol. Disec'hañ a ra an ed er parkeier. HS. gweñviñ, krinañ. 2. (db. an eien) Mont da hesk. Ar puñs a zisec'h bep bloaz e dibenn an hañv. 3. Dre skeud. (db. an dud) Mont treut-tre, koll e nerzh (diwar gleñved). An tad a zisec'he (di)war e dreid. Hi a oa prest da zisec'hañ gant ar boan-spered. & Disec'hañ gant udb. : bezañ gant ur c'hoant, un ezhomm bras. Ne dalvez ket ar boan din lezel anezhi da zisec'hañ war he zreid gant an dienez. Dont da zisec'hañ gant ar c'hoant mont di.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

disec'hañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg desecher, epuiser, tarir

disec'het

1732
Daveenn : GReg pg haler (sécher, dessécher, gercer, pp.)

disec'hañ e skevent o prezeg

1732
Daveenn : GReg pg épuiser (ses poumons à prêcher)

disec'hañ

1732
Daveenn : GReg pg dessecher (rendre ou devenir sec), épuiser (désecher un lieu, en puiser toute l'eau)

disec'hiñ

1732
Daveenn : GReg pg dessecher (rendre ou devenir sec), épuiser (désecher un lieu, en puiser toute l'eau)

remed evit disec'hañ

1732
Daveenn : GReg pg dessicatif

disec'hañ

1732
Daveenn : GReg pg haler (sécher, dessécher, gercer)

disec'hañ a ra gant ar gourvenn

1850
Daveenn : GON.II pg gourvenn (l'envie le fait dessécher)

disec'hañ

1850
Daveenn : GON.II pg dizec'ha

disec'het

1850
Daveenn : GON.II pg dizec'ha

an avel a zisec'ho an hentoù

1850
Daveenn : GON.II pg dizec'ha

gant an dommder-se e tisec'ho ar puñs

1850
Daveenn : GON.II pg dizec'ha

disec'het on gant fo an derezhienn

1850
Daveenn : GON.II pg fô

Petra dalv lavaret ? / Aesoc'h disec'hañ 'r mor, eget kargañ kalon / Un den mac'hom ; / Evañ ra hep bezañ mezv.

1867
Daveenn : MGK p97-98

Ni a zo deuet en ho touez evit tennañ eus ho penn an huvreoù diot lakaet ennañ gant beleien ne ouzont netra ; ni a zo deuet dre amañ evit sklêrijennañ ac’hanoc’h, evit diskouez deoc’h penaos tremen ar vuhez-mañ hep disec’hañ, war ho treid, gant an dristidigezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.175

An diaoul, n’eus nemet trubarderezh ha korvigell en e gorf, a alias anezho da skeiñ da gentañ war ar penn, rak pa vez torret ar penn, e vez marv ar c’horf ; pa vez troc’het gwrizioù ar wezenn, ar skourroù ne zaleont ket da zisec’hañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.7

Marteze ivez ar c’habiten en doa c’hoant da zisec’hañ, ar muiañ ar gwellañ, kalon Paol Inizan, rak hounnezh, ar groaz-se, a yoa savet eno gant e dud-kozh, e penn o douar, a du Lokrist, hag a yoa ivez hanvet kroaz Inizan.

1878
Daveenn : EKG.II p.78

Ha koulskoude, plac’h yaouank kozh viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank kozh viret ne vo ket : ne fell ket dezhi, heñvel eus [ouzh] he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, disec’hañ war droad gant ar c’heuz hag an erez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

disec'hañ

1931
Daveenn : VALL pg assècher

Aes-tre int da naetaat pa vez krog an delioù da zisec'hañ : evel ma tev aes-tre an danvez a ro d'ar blantenn he c'hwezh-vat, ne vez nemet lakaat an tan en ur penn, hag hemañ a ya penn-da-benn ar riblennad en ur lezel un tammig ludu hepken war e lerc'h.

1985
Daveenn : DGBD p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial