Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Perzh ar pezh, an hini zo sioul. & (impl. gant ar gm. a.) Labourat a eure da drec'hiñ warnañ dre ur binijenn rust, ur sioulded strizh. 2. B. Aergelc'h didrouz. Ur sioulded vras a oa en o zouez. Ur sioulded leun a bedenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag ur sioulded veur en em ledas war ar c’hoadoù hag an doureier, en neñv ha war an douar.

1923
Daveenn : SKET p.35

Disklêriet eo end-eeun e kan ar Senoned e tigasas kanennoù Matugenos ar peoc’h hag ar sioulded er c’hoad hag en doureier, en neñv ha war an douar ; arsav a voe da bep emgann, da bep garm, da bep kan.

1923
Daveenn : SKET p.45

Hag e renas ar sioulded el logell hag an nec’h hag an enkrez, rak n’o doa ket tremenet an daou bried hep merzhout esmae ar plac’h yaouank ha mantret edo o c’halon gant ar c’homzoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.105

Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.

1985
Daveenn : DGBD p57

An daou argader, spontet gant o zaol freuz hag ar sioulded a renas diouzhtu war-lerc'h, a gilas un tammig hag a sellas pizh en diabarzh.

2012
Daveenn : DJHMH p. 73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial