Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Peoc’h, sioulder, dizarempred, lusk ha marsoñj ur galon vreizhat, na pegen eürus en em gaven !...
Ha padal, setu ur c'hoad teñval digened, an douar distlabez, ha pep tra sioul ha divuhez da welout : sioulder ha teñvalijenn, setu ar pezh a daoler evezh outañ da gentañ holl.
Ha goude-se, d'abardaez, p'oc'h bet a-hed un devezh-labour o c'hoari cowboy, person, baraer ha kere dirak saliadoù damgousket pa zamc'hoapaus, n'hoc'h eus ken c'hoant, ur wech distro d'ar gêr, n'ouzit ket ivez dre beseurt burzhud, rak ne oa ket re splann an hent dirak ho taoulagad ha ne oa ket re sklaer ho penn, neuze n'hoc'h eus ken c'hoant nemet gourvez, kaout sioulder, ha disoñjal pep tra, disoñjal pep tra...
Trawalc'h am eus bet gant trouz ar vuhez hag hiraezhiñ a ran bremañ d'an emzastum ha d'ar sioulder.
Er pevare solieradur emañ moarvat ar c'hambreier pemp steredenn rak kloz eo an holl dorioù hag ur sioulder klok a zo o ren.
Aon da vezañ gwasket (ha gwelet e vo penaos e sikour an difeulster da dremen dreist an dra-se), aon da goll an nebeud a dra a zo dimp, ha pa vefe al lodennig a levenez pe a sioulder hon eus tapet mirout evidomp...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
sioulidigezh