Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) A. 1. Nemeur a spered, a boell dezhañ. Pegen sot e ven-me lakaat ma fiziañs e sikour an dud hepken. & Ret eo din bezañ sot ! : troienn a zistager pa vez bet graet udb. diboell. & Trl. Bezañ sot da stagañ : bezañ diot-tre, foll-tre. Hennezh zo sot da stagañ ! & Bezañ ken sot ma weler e voued ennañ : bezañ sot-tre. & Sot ken e tro an douar dindanañ : sot-tre. & Trl. kv. Sot evel ur penton, ur bailh, ur baner, ur c'hwil-derv, ur banezenn : sot-tre. & Sotoc'h eget ma botez kleiz, sotoc'h eget e votoù : sot-tre. 2. (dirak ur g. pouez.) Sot-magn, sot-nay, sot-paner, sot-pik, sot-rik : sot-tre. B. Dre ast. 1. Foll. Kaset eo bet da di ar re sot. 2. Fuloret-ruz. Prest e oan da vont sot. 3. BEZAÑ SOT A, GANT UB., UDB. : bezañ troet-bras gantañ, gant an dra-se. Hi a oa sot ganin ha me a oa sot ganti. Merc'hed yaouank sot gant an dañsoù. Un den yaouank a zeuas sot anezhi. [1954] [...] ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri. HS. gwrac'h, nay, pitilh C. (db. obererezhioù an dud) Diboell. Soñjoù sot. It buan diwar ma zro gant ho komzoù sot. HS. droch. II. Adv. En un doare diboell, dibreder. Lod a lavaro e kaozean sot.

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

sot

1499
Daveenn : LVBCA p186

An sanktez a respontas : [«] Skrivet eo na zle den en em veuli nag ivez en em vituperiñ ; an dra-se a gustum an dud sot da ober hag an re travailhet gant vanegloar[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

sot

1659
Daveenn : LDJM.1 pg sot

lâriñ komzoù sot, komzoù vil

1732
Daveenn : GReg pg (dire des paroles) deshonnêtes

faltazi sot

1732
Daveenn : GReg pg chimere

ul lue bras a vab ker sot hag e dad

1732
Daveenn : GReg pg (un grand) benet (de fils, aussi sor que son pere)

sot

1732
Daveenn : GReg pg fat (qui ne dit que des fadaises)

sotat kundu !

1732
Daveenn : GReg pg (quelle triste) équipée

sot

1850
Daveenn : GON.II pg sôd (voyez "sôt"), pg sôt ou sôd (sot, sans esprit et sans jugement. stupide. bête. imbécille [sic]. grossier).

sot

1850
Daveenn : GON.II pg sôd, sôdez, pg sôt ou sôd (sot, sans esprit et sans jugement. stupide. bête. imbécille [sic]. grossier).

N'eo ket ker sot ha ma livirit.

1850
Daveenn : GON.II pg sôt ou sôd (il n'est pas aussi sot que vous le dites).

Komzoù sot int.

1850
Daveenn : GON.II pg sôt ou sôd (ce sont des paroles grossières).

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek-hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Daveenn : MGK p26

Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.159

— Mat [e] livirit, deomp kuit. Ha c’hwi o pije biken kredet en divije gellet skiant un den hunvreal traoù ker sot ? — Birviken james.

1877
Daveenn : EKG.I. p.180

Traoù sot ha diskiant eo an traoù-se, mes bremañ an traoù sotañ ha diskiantekañ eo a vez kredet da gentañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.261

Ne c’helle, e gwirionez, tamall fri torret ar soudard nemet dezhañ e-unan, ha d’ar maout, ha n’oa ket evit barn ar maout d’ar marv dindan boan da vezañ goapaet gant an holl, rak re sot e vije bet.

1878
Daveenn : EKG.II p.146

Savet e oan daouzek pe drizek delezenn pa liviris ouzhin va-unan : — Yann Pennorz, un dra sot ec’h eus graet : lezet ec’h eus an alc’houezioù e dor an tour, ha, ma teu unan bennak en iliz, n’en devezo nemet reiñ un taol alc’houez hag emaout paket er sac’h. Dre be hent ez i kuit ?

1878
Daveenn : EKG.II p.124

stot-plaen

1909
Daveenn : BROU p. 421

sot-permil

1909
Daveenn : BROU p. 399 (sot comme une bête); p. 408 (Permil n'est usité que dans l'expression : sod permil), p. 421

sot-paner

1909
Daveenn : BROU p. 421

sot-man

1909
Daveenn : BROU p. 421

Ur bugel peurhabask ez oa-eñ : biskoazh ne voe gwelet pe droug ennañ pe vouzhet ; biskoazh ne voe klevet o c’harmiñ pe o leñvañ, ma oa sot e vamm gantañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.7

sot

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -aat (fou)

sot

1931
Daveenn : VALL pg bête

sot gant al levrioù

1931
Daveenn : VALL pg bibliomane

bezañ sot gant

1931
Daveenn : VALL pg aimer (à la folie)

bezañ sot-pitilh gant

1931
Daveenn : VALL pg aimer (à la folie)

Mont a rae e-unan d'o c'hanañ war al leurioù-c'hoari, gant e wreg, hag evel m'o doa o-daou mouezhioù brav, un doare da blijout, ha gwiskamantoù Kerne, e oa sot ar bobl ganto e kement lec'h ma kanent.

1944
Daveenn : EURW.1 p69-70

— « Diot hoc’h-unan, » eme Job, prim an tamm anezhañ ; « emaoc’h aze o klask lakaat anezhi da gousket. Ho rimadell O, moereb ! O, moereb ! a zo ker sot hag hini ar Gazeg Wenn. Poent deoc’h chañch, pe foutu omp. »

1944
Daveenn : ATST p.34

Koulskoude, e krede din e oa ar c’hizhier loened fin, mes e pep gouenn e vez kavet, emichañs, loened sotoc’h eget ar re all, hag, e feson, hemañ a oa unan anezho.

1944
Daveenn : ATST p.63

Kredet en dije unan e oa aet sot an dud, e Lotei, hag o doa aon chom er gêr.

1944
Daveenn : ATST p.80

Hag ar merc'hed 'ta ! kerkent ha ma kroge gant an danvez-se, kerkoulz e veze dimp klenkañ hol levrioù, rak d'ober en devoa bet graet gant gisti a bep seurt gouenn, re wenn evel-just, re velen, du, pe ruz, ha diouzh e glevout, holl e oant sot-nay gantañ : dedennet e vezent emichañs gant liv, ment ha stumm e fri.

1954
Daveenn : VAZA p.83

Met outañ sot a-walc'h da anzav n'on ket bet / Kement a ouzon-me diwar-benn boued ar groug.

1960
Daveenn : PETO p33

Gant seurt prezegenn ranezenn / Out ker sot hag ur banezenn. / Gwelloc'h ' vefe dit prederiañ / 'Lec'h chom arc'hoazh da zizeriañ.

1960
Daveenn : PETO p21

sot-permil

1978
Daveenn : NDBF pg permil

An hini kentañ a gavis a oa sot-magn, hag e kave dezhañ, moarvat, dre ma oa bet ur pennad boy e ti un den gwenn, e vije ivez barrek da vezañ ur c'heginer eus an dibab ; gant ar vall da c'hounit arc'hant-bras e oa eta troet da geginer, ha padal ne ouie ket poazhat a-zoare un alumenn-vioù.

1985
Daveenn : DGBD p69

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial