Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Plantenn vloaziek c'heotennek, he anv spesad Solanum tuberosum, bleuñv gwenn dezhi, a c'hounezer evit he zorzhelloù. Korz, bleuñv, had avaloù-douar. Parkadoù avaloù-douar. 2. [2015] Torzhell, zo kalz a ampez enni, a implijer da legumaj. Avaloù-douar prim, abred, diwezhat. Ur sac'had avaloù-douar. Un dennadeg avaloù-douar. Hadañ, tennañ avaloù-douar. • Dibluskañ, diglorañ, kignañ, raskañ, troc'hañ avaloù-douar. Avaloù-douar (kroc'hen) plusk hag all : poazhet gant o flusk. Avaloù-douar poazh-disec'h : poazhet en dour, gant holen ken na chom takenn dour ebet ken ganto. Avaloù-douar fritet.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

avaloù-douar

1732
Daveenn : GReg pg aristoloche

aval-douar

1850
Daveenn : GON.II pg aval-douar (Pomme de terre, légume farineux).

An avaloù-douar-mañ a zo bleudek.

1850
Daveenn : GON.II pg bleûdek (Ces pommes de terre sont farineuses).

Bragezet eo an avaloù-dour, lakait-o en douar.

1850
Daveenn : GON.II pg bragézi (Les pommes de terre sont germées, mettez-les en terre).

Lakait avaloù-dour da boazhañ el ludu tomm.

1850
Daveenn : GON.II pg aval-douar (Mettez des pommes de terre à cuire sous la cendre chaude).

avaloù-douar

1850
Daveenn : GON.II pg aval-douar (Pomme de terre, légume farineux. Pl.)

koc'h avaloù-douar

1909
Daveenn : BROU p. 215 (pelures de pommes de terre cuite)

avaloù-douar prim

1909
Daveenn : BROU p. 413

aval-douar

1927
Daveenn : Geri.Ern pg aval

tennerez avaloù-douar

1931
Daveenn : VALL pg arracheuse (de pommes de terre, etc.)

Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa 'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.

1985
Daveenn : DGBD p37

Berjinez, kourjetez, avaloù douar, tomatez ha skilbebr poazhet er forn.

2015
Daveenn : EHPEA p101 [notenn]

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial