Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Enebiezh etre daou zen pe veur a hini gant komzoù feuls ha tagus, trouz. Klask tabut ouzh ub. 2. Kaout tabut gant ub. : klevet trouz gantañ. HS. trouz.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

tabut

1659
Daveenn : LDJM.1 pg debat

tabutoù

1732
Daveenn : GReg pg grabuge (differend, debat domestique, Van., p.)

tabut

1732
Daveenn : GReg pg demelé (différent, contestation), dispute (contestation), grabuge (differend, debat domestique, Van.)

tabutoù

1732
Daveenn : GReg demelé (différent, contestation)

tabutoù

1732
Daveenn : GReg pg dispute (contestation)

tabut

1850
Daveenn : GON.II pg tabut

tabutoù

1850
Daveenn : GON.II pg tabut

na vezo ket a dabut evit kement-se

1850
Daveenn : GON.II pg tabut

"tabut" g. [...] ivez "dael".

1923
Daveenn : SKET p.192, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Querelle, dispute, discussion".

Ra dregerno da di, da bep penn-deiz, gant kroz an tabutoù, trouz an taolioù, [t]ourni ar c’hannoù !

1923
Daveenn : SKET p.84

Ne c'hellomp nemet menegiñ amañ an tabut a zo savet diwar-benn ar c'hrignerezh gant ar skorn, en arbenn gouzout hag-eñ ez eo ret, evit diskleriañ neuz an traoniennoù bet dalc'het gant ar skorn, ober stad eus ar c'hrignadur kentskornel, pe en enep hag a-walc'h eo krignerezh ar skorn e-unan hag an oberennoù kenstag.

1943
Daveenn : TNKN p41

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

1944
Daveenn : ATST p.88

Ar pred kentañ a dremenas kuit a dabut.

1944
Daveenn : EURW.1 p82

Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.

2015
Daveenn : DISENT p83

Ar pep gwirheñvelañ eo e vo kaoz eus ar pevar emlazh, gant ar c'hlañgirri, ar maouezed o ouelañ war ar straed, ar gelaouaerion, an tabutoù er prenestr, ha, pakedet-mat evit an dibenn-pred: egar-inkizitañ ar ginnigerion, dezrannoù armerzhel ha bredoniel an arbennigourion.

2015
Daveenn : EHPEA p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial