Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. (etre meur a zen) Bezañ tabut etrezo. Tabutal a rae an ofiserien. Abaoe kant vloaz e tabuter diwar-benn an dra-se. 2. Tabutal gant ub. : kaout tabut outañ. Tabutal gant e wreg. II. V.k.e. Ober rebechoù start d'ub. Tabutal he gwaz. HS. krozal, soroc'hal, lavaret e begement da ub, skandalat.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

tabutal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg debatre (de paroles), etriuer

tabutal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg debatre (de paroles)

tabutal

1732
Daveenn : GReg pg disputer (contester)

Tabutañ a rit evit nebeut a dra.

1850
Daveenn : GON.II pg tabuta et tabutal (Vous disputez, vous querellez pour peu de chose).

tabutañ

1850
Daveenn : GON.II pg tabuta et tabutal (faire du bruit en parlant. disputer. quereller).

tabutal

1850
Daveenn : GON.II pg tabuta et tabutal (faire du bruit en parlant. disputer. quereller).

tabutet

1850
Daveenn : GON.II tabuta et tabutal (faire du bruit en parlant. disputer. quereller. Part.)

Montrouleziz o doa plijadur o selaou an div gazetenn o tabutal hag a-wechoù o kunuc'henniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p84

E-keit m’edo ar baraer, ar varaerez hag ar merc’hed deuet da zegas o zoaz da boazhañ, o tabutal e ti-forn Landremel, Job ha Lom a oa laouen bras an tamm anezho en ur guitaat Lanurgad.

1944
Daveenn : ATST p.91-92

[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

Tamm ebet ne oa mamm-gozh a-du gant ar re a dabute diwar-benn va micher da zont : "Selaouit 'ta, emezi, bevet am eus bete vremañ a-grip hag a-grap, met ha pa rankfen poanial dek gwech muioc'h, daoust ha ma vefe ret din tremen gant bara sec'h, netra ne vo kemmet e stad ar c'hrennard-mañ ha derc'hel a raio da vont gant e studi, keit ha ma chomin yac'h. [...]"

1954
Daveenn : VAZA p.64

M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.

1954
Daveenn : VAZA p.55

"Tabutet o deus hepken war ur c'hraf a ouezoniezh", a soñjas.

2012
Daveenn : DJHMH p21

Palioù all a zo, evel tapout pennadoù er mediaoù da vrudañ hor stourm e-touesk an dud, lakaat pennoù bras zo da fiñval evit ma c'hallfer [c'hallfed] kregiñ da dabutal war an dachenn bublik.

2015
Daveenn : DISENT p23

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial