taerañ
taer
Neuze, evel el lavar Ulatia Veleta en he c’hanennoù, ar Ouenn n’he doa biskoazh gouzañvet poan, dizanav dezhi daeroù ha keinvan, dic’hlac’har bepred ar galon ha digleñved ar c’horf anezhi, hec’h ene bepred divoustr ha disaotr, a welas oc’h en em astenn divent dirak he selloù sebezet kadlann daer ar bed, hag o tibunañ dirak he c’hammedoù hentoù teñval ha doanius amzervezh ar Vouc’hal hag ar C’hleze.
taer
taer da
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
C'hwek eo ar garantez e-giz ar mel, ha taer e-giz an tan-flamm...
Taer e oa heol miz Mae, en un oabl glas-divent.
Met evito da vezañ, war a gredan, republikaned taer, biskoazh kristen ne zougas muioc’h a bri d’ar rouanez eget isofiserien an Ernest Renan.
hag e gwirionez ez eo a bell 'zo techet ar Vretoned da vezañ taer war ar c'hafe
Evel kelien e vez amañ ur bern tud ouzh hoc'h heuliañ : da lakaat ho potoù da luiañ, d'ho pleniañ, da glask gwerzhañ deoc'h skeudennoù kaer, nemet ha kartennoù-post hudur e ve, da ginnig deoc'h eskemm hoc'h arc'hant : ar Yuzevien vihan, dreist-holl, a zo taer war ar vicher-mañ.
Tud kriz e oant, debrerien gig-tud, taer evelato ; lieswregerien douet int ivez hag; er c'hontrol eus ar pobladoù all, ez int strizh koulskoude evit ar pezh a sell an darempredoù etre gwazed ha merc'hed.
P'emaomp ganti ez eo an harz-debriñ pe, taeroc'h c'hoazh, an harz-evañ, an doareoù feulsañ a c'hall ur stourmer difeuls ober outañ e-unan.
Enbroidi o kaout kann bemnoz gant paotred Ar Weur Aour (strollad taer eus an tu dehoù pellañ).
Met chom a ra ar fed da vezañ mezhekaet unan, evel un arouez taer.