Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
10
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kementad bihan eus ul liñvenn bnk. dezhañ ur stumm kelc'hiek mui pe vui pa gouezh. Un dakenn c'hlav, win, zour. Un dakenn zour war e zaoulagad : un daerenn. 2. Diren. Banne da evañ. [1954] Ataoe, ar c'hi, eme eben, ar c'hi o lonkañ un dakenn soubenn manet abaoe dec'h d'an noz. Aflik aflak, emezañ, aflik aflak, n'eo ket gwell druz, met mont a ra bepred d'an traoñ ! & Trl. Na gaout na tamm na takenn : na gaout na da zebriñ na da evañ. & Takenn c'hlav. Takenn pe dakenn a ra bemdez : ur banne glav bnk. HS. berad, lomm. 3. Dre ast. Kementad bihan eus un aezhenn bnk. Un dakenn avel, voged. DHS. banne. HS. tapenn.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

takenn

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c -Ce dernier mot n'est qu'en Treg.-)

tapennoù

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c, Van., p.)

tapenn

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c, Van.)

takennoù

1732
Daveenn : GReg pg goute (parcelle d'eau, &c, -Ce dernier mot n'est qu'en Treg.- p.)

takenn

1850
Daveenn : GON.II pg taken (goutte, un peu de boisson. un peu, même sans égard au liquide. pièce. morceau), tapen, banne

takennoù

1850
Daveenn : GON.II pg taken (goutte, un peu de boisson. un peu, même sans égard au liquide. pièce. morceau. Pl.)

N'ho pezo takenn anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg taken (vous n'en aurez pas un morceau).

tapenn

1850
Daveenn : GON.II pg taken (en Vannes, on dit "tapen", dans le même sens), tapen

takenn

1909
Daveenn : BROU p. 426 (ce mot n'a pas de sens précis, il sert à renforcer une négation)

— Un dakenn, Mari-Janig !… Hag an aotrou barner evurus, evurus, hantervezv, ma veze skañv a spered, gwall bounner e veze a dreid, ha tev e deod.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

Un deiz bennak, diouzh ar beure, e c'houlennas digant he merc'h : « Arsa, Soaz, peseurt trouz a glevan ? - Ataoe, ar c'hi, eme eben, ar c'hi o lonkañ un dakenn soubenn manet abaoe dec'h d'an noz. Aflik aflak, emezañ, aflik aflak, n'eo ket gwell [sic] druz, met mont a ra bepred d'an traoñ ! »

1954
Daveenn : VAZA p.13

Leun-kouch e oa sal vrasañ an ti melen, un dra aes da intent, rak c'hoari a raemp ur Sadorn da noz, netra ne gouste da zen, ha war ar marc'had kinniget e voe goude da bep arvestour bara 'g amann, kafe gant laezh pe un dakenn hini kreñv.

1954
Daveenn : VAZA p.25

div wech eo deut ar c'hanol dour, div wech eo aet kuit hep bezañ taolet takenn ebet.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Pa zeuas ar medisin da ober e droiad lavaras dezhañ : "Emaon o vont da louzaouiñ ac'hanoc'h ha, peogwir emaoc'h aze, e vo studiet ho kwad, ha kaset un dakenn a vBrazzaville, d'an Institut Pasteur, evit ma vo studiet an doare typhus-se.

1985
Daveenn : DGBD p79

souezhet e voe avat o verzhout ar frealz bras a baras war zremm ar pennwaz, ha ken souezhet all o stadañ n'en doa ket evet un dakenn eus ar werennad win, a lezas en ur vont kuit.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Da skouer e c'hoarvezas kement-mañ [dastum roudoù bizied ha TDN gant ar polis] goude falc'hadeg ur parkad OGK er Maine-et-Loire e miz Gwengolo 2000 : boulc'het e oa bet un enklask TDN diwar un nebeud takennoù gwad adkavet e-barzh ur park...

2015
Daveenn : DISENT p137

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial