Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. ADEILAD. 1. Moger a-raok ur savadur gwelet eus an diavez m'emañ an nor-dal prl. Talbenn mein-benerezh ur maner. Livet en deus talbenn e di en-dro. & Talbenn a-dreñv : moger enep an nor-dal gwelet eus an diavaez. HS. fasadenn. 2. Ent strizh (db. an ilizoù) Moger uhel m'emañ an nor-dal. Staget o deus o bannieloù war talbenn ar porched. 3. A-WECHOÙ (db. an tiez) Moger gostez. HS. tal. II. A. 1. (db. an tumporelloù) Unan eus ar panelloù prenn lem-laka a lakaer en daou benn evit o stankañ. Lamet em eus an talbenn a-raok. 2. (db. gweleoù zo) Unan eus an div banell zo a bep penn. Lakaet en deus e vragoù a-istribilh ouzh talbenn e wele. Krog e oan e talbenn ma gwele. 3. (db. ar bigi) Panell an aros. Skrivet eo anv ar vag war an talbenn. B. (db. al levrioù) 1. Titl moull bras. An talbenn-levr. 2. Pajenn skeudennaouet enebet ouzh an titl e deroù ul levr. C. (db. ar brageier) Darn a-raok ur bragoù martolod a brenner a bep tu. Ur bragoù gant un talbenn. D. (war ar maez) 1. Kostez ur c'hleuz. 2. Dre ast. Penn ur park. 3. Renkennad diavaez, renkennad kentañ gwez ur c'hoad. Bremañ e wele dirazañ talbenn ledan ar c'hoad gant fustoù hir ar gwez-pin. E. (db. ar c'hezeg, ar saout) Talier. Na lakait netra war talbenn ma marc'h. Ur bouchig bihan o sevel e dalbenn en ur lammat dreist ar gouerioù. III. 1. Tolead ma vez un arme tal-ouzh-tal gant an enebourien. Ar rann-se eus an talbenn a oa bet sioul e-pad bloavezhioù. 2. Emglev etre strolladoù, aozadurioù, emsavioù. Talbenn ar Bobl : aozadur a vode, e Frañs, e dibenn ar bloavezhioù 30, ar strolladoù politikel eus ar gostezenn gleiz.

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

talbennoù

1732
Daveenn : GReg pg frontispice (face de bâtiment &c, p.)

talbenn

1732
Daveenn : GReg pg frontispice (face de bâtiment &c)

e talbenn an ti emañ an nor

1850
Daveenn : GON.II pg talbenn

talbenn

1850
Daveenn : GON.II pg stalbenn

stalbennoù

1850
Daveenn : GON.II pg stalbenn

talbenn

1850
Daveenn : GON.II pg talbenn, pg krouzel

talbenn an iliz-se a zo kaer

1850
Daveenn : GON.II pg talbenn

talbennoù

1850
Daveenn : GON.II pg talbenn

na likit netra war talbenn va marc'h

1850
Daveenn : GON.II pg talbenn

« Gortozit c'hoazh, mar plij, ma teui va grweg ganen : / Va mab a zo yaouank, gedit ma vezo den ; / Roit din-me amzer da sevel / Talbenn va zi a-raok mervel. »

1867
Daveenn : MGK p101

Evelato, ar c’hoant en deus da zerc’hel e vuhez gantañ a ro dezhañ nerzh nevez ; dont a c’hell eus a-zindan e bont, tennañ a c’hell e zivesker morzet eus a greiz al lec’hid ; div pe deir gwech e riklas hag e ruilhas diwar dalbenn an hent bras oc’h esa dont war gorre.

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

talbenn

1909
Daveenn : BROU p. 427 (planches mobiles qui ferment une charette aux deux extrémités)

Heñvel ouzh un evn torret dezhañ e zivaskell, e kouezhas ar vallozh d’an douar. War ar re o doa hen taolet eo e plavas, e-keit ha ma ruilhe hini-ha-hini ar pennoù troc’het war dalbenn ar savenn.

1923
Daveenn : SKET p.128

talbenn ti

1931
Daveenn : VALL pg arêtier (saillie du toît au pignon)

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

E ti-kêr ur vourc'hadenn a vro-Gerne. Speget ouzh ar mogerioù, skritelloù paper gros ha gwenn-louet, warno, e lizherennoù bras, talbennoù a seurt d'ar re-mañ : DEKRED EUS AN ASAMBLE NASIONAL, LEZENN, AVIZ, REGLAMANT, ORDRENAÑS.

1960
Daveenn : PETO p11

Sellet e veze outañ kentoc'h evel un enebour, paotr an Talbenn Ruz a oa neuze oc'h ober e reuz e Bro-C'hall, hag a glaske ober kement all en trevadennoù.

1985
Daveenn : DGBD p146

Daou solieradur a oa dezhañ, prenestr ebet, un nor hepken a-rez douar, hag a-zioc'h anezhi talbenn ur voger dall dislivet.

2012
Daveenn : DJHMH p11

Pa na oa ket bet kaset amprouennoù an danvez-levr d'an troer evit ur c'hribañ diwezhañ ned eo ket ur skrid peurgempenn [...] eo a oa bet moulet e 2005 dindan an talbenn Kas ha Lazh

2013
Daveenn : BERNI p.2

Marteze ne vez ket anaoudek he gweladennerien a gement-mañ diwar an taol-lagad kentañ, pa welont he zalbenn meurdezus ha sinkl pergen, met bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399 p. 5

Ur savadur a bevar solieradur eo, gant un talbenn gwer.

2015
Daveenn : EHPEA p40

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial