Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

HENON. Savadur graet gant meurvein, anezhañ ur maen pe veur a hini lakaet a-blad war mein a-sonn. Ur steudad taolioù-maen. HS. meurvaen, peulvan.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

taol-vaen

1850
Daveenn : GON.II pg dolmen, méan (-azeûlidigez)

Ar Gorsedd anvet neuze Gorsedd digor, a vez dalc'het dirak an heol, dindan lagad an deiz, kement ha gallout, e-barzh ur c'hrommlec'h a zaouzek peulven, un daol-vaen en o c'hreiz.

1909
Daveenn : REZI p. 10

E kornog ha hanternoz an Europ savidigezh bezioù graet a vein bras diven, anvet « taol-vaenioù ».

1923
Daveenn : SKET p.143 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Houva Mon, an Arc’hdrouiz, a oa un den kozh hael, blev gwenn, ur gurunenn derv war e benn, ur c’houzougenn aour war e sae wenn kann. En-dro dezhañ, war an daol-vaen, e oa Drouized e gwenn, Barzhed e glas, hag Oveded e gwer.

1944
Daveenn : EURW.1 p.114

Notennoù studi

Implijet e galleg evit ar wech kentañ gant an tour d'Auvergne e 1796 war a seblant. Un daol-vaen a c'halle lesanvet "an aoter" en XIXvet kantved.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial