Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1659, 1850, 1909] Kazh par doñv n'eo ket bet spazhet. Un targazh marellet. 2. Dre skeud., PEMDEZ (db. an dud) Merc'hetaer. Ar c'hozh targazh-se n'eo ket evit furaat. & Dre gunuj. Bouc'h ! Targazh !

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

targizhier

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marcou

targazh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg targas

targazh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marcou

tirgizhier al laezh livrizh

1732
Daveenn : GReg pg (des docteurs) enfarinez (des gens de mauvaise doctrine (qui affectent la bonne, la saine, des gens couverts de farine blanche que le vent emporte)

tirgizhier

1850
Daveenn : GON.II pg targaz

tirgizhier

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier, "des matous".

targazh

1850
Daveenn : GON.II pg targac'h, targaz

targazh

1850
Daveenn : GON.II pg targac'h, targaz, tarv, tarô

targizhier

1850
Daveenn : GON.II pg targaz

targazh

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier, "matou".

targazh

1909
Daveenn : BROU p. 218 (matou)

tourgazh

1909
Daveenn : BROU p. 218 (j'ai entendu, près du Conquet "tourgaz", ce qui donnerait : tourc'h-kaz)

targazh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII

Lor e oa 'vel un targazh, ha memes tra e tiske holl ar pezh a gare.

1944
Daveenn : EURW.1 p.142

Heñvel e oa [an aotrou Brunner] ouzh un targazh o logota.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

Mes ar c’hazh — an targazh, peogwir e oa un targazh — ne oa ket marv ; pell ac’hano, ha kerkent ha ma c’hellas kaout un tammig anal e krogas d’ober : miaou ! miaou ! ma oa un druez selaou anezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.65

Goude un eur hanter reuz ha tabac’h, an targazh a ehanas miaoual, rak deuet e oa a-benn da doullañ chupenn Job, ha, kredit ac’hanon ! ne oa ket chomet da zastum ar blev en doa kollet.

1944
Daveenn : ATST p.66

Etimologiezh

Ger savet diwar kenstrollañ an elfennoù "tarv" ha "kazh".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial