Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. Bronneg daskirier doñv eus ar c'herentiad Bovidae, e anv spesad Bos taurus ; par ar vuoc'h. 2. Ent strizh Anv a lakaer war ar c'hole (I A 1) goude m'en deus sailhet evit ar wech kentañ. Kas an annoar, ar vuoc'h d'an tarv. Un tarv kounnaret. & Tarv gouenner, oriner : tarv dibabet evit gouennañ abalamour d'e berzhioù dibar. 3. Trl. (db. ar buoc'hed) Ur vuoc'h aet da darv : ur vuoc'h na fell ket dezhi kemer leue. HS. annoar, bioù, buoc'h, ejen, kole, leue, oc'hen, saout. B. Dre ast. (dirak ur spizer) 1. Ger a implijer evit envel pared kalloc'h bronneged zo. Tarv-ki. Tarv-kazh. Tarv-hoc'h. Tarv-marc'h. 2. Ger a implijer evit envel pared loened mor zo. Tarv-grilh. Tarv-krank(-saoz). Tarv-kevnidenn(-vor). II. Dre skeud. (db. an dud) 1. PEMDEZ Merc'hetaer. Marteze emañ ivez e bried o ruilhal he c'horf gant un tarv eveltañ. HS. bouc'h, gad, kilhog, targazh, tourc'h. 2. (gant ur spizer) Tarv-ki : gwaz drouk. 3. Trl. kv. Kreñv evel un tarv : kreñv-tre. HS. marc'h. 4. Trl. C'hoari an tarv : dispac'hañ (evel ma ra ar vugale). & Mont d'an tarv(-ruz) : skampañ kuit. III. (gant ur bennlizherenn-dal) Steredeg an Tarv : steredeg eus an arouezkelc'h, he anv skiantel Taurus.

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

tarv

1499
Daveenn : LVBCA p191

kroc'hen tarv

1499
Daveenn : LVBCA p127, 191 (peau de torel)

tirvi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg taureau

tarv

1659
Daveenn : LDJM.1 pg taureau

maout-tarv

1699
Daveenn : Har. pg tarv

tarv kuladus

1732
Daveenn : GReg pg fougueux (Taureau fougueux.)

tarv fougeüs

1732
Daveenn : GReg pg fougueux (Taureau fougueux.)

N'eo ket kornet c'hoazh an tarv yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg korna (Le jeune taureau n'a pas encore de cornes).

tarv

1850
Daveenn : GON.II p.20 (taureau), pg tarô (voyez "tarv"), pg tarv ou tarô (taureau, le mâle de la vache. il s'emploie aussi comme adj., avec la signification de mâle, entier ; c'est dans ce sens que l'on dit "maout-tarv", pour bélier [...]).

tarv

1850
Daveenn : GON.II pg tarô, pg tarv ou tarô (taureau, le mâle de la vache. il s'emploie aussi comme adj., avec la signification de mâle, entier ; c'est dans ce sens que l'on dit "maout-tarv", pour bélier [...]).

tirvi

1850
Daveenn : GON.II p.20 (des taureaux), pg tarv ou tarô (taureau, le mâle de la vache. Pl.)

Lazhet em eus an tirvi, ha gant skoazell tri eus va mibien, em eus aozet ar bugenoù ha mesket al liv.

1923
Daveenn : SKET p.22

Pennoù-chatal tud Vanos n’em eus ket argaset diwar ar peurvan ; n’em eus ket skrapet anezho ; lakaet n’em eus ket, dre garmoù-hud, an tarv disperius hag ar vuoc’henned hañvesk ha dilaezh.

1923
Daveenn : SKET p.71

E kement lec’h bennak ma vijent, loened gouez douar Manos, kirvi, kezeg, tirvi, a droe diwar o c’harnoù da sellout war-du an daou zen-doue.

1923
Daveenn : SKET p.60

Un doare dibar a gizhier gouez eo al leoned-se : kement anezho ha tirvi, en tu-hont da nerzh an tarv o devez [o deus] gwevnded ha skañvded ar c’hazh-karvetaer.

1923
Daveenn : SKET p.17 (+ p.197 "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 17, lin. 8, e lec’h « o devez » lenn « o deus »". )

Kirvi-meur ha tirvi-gouez eus ar vrasañ ment o dije gallet bale en o ec’hon war ar c’hein anezho : brasoc’h eget mouilc’hi war gein un ejen ne vijent ket da welout.

1924
Daveenn : SKET.II p.40

goroer-tirvi

1931
Daveenn : VALL pg blagueur

War seulioù ar superior e teuas kerkent ur beleg all, un den gros hag uhel, un dremm ruz dezhañ, ur gouzoug tarv, ur c'hof hag a venne strakal e soutanenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Kavout a rez-te gwelloc'h c'hoari an tarv en ur borselenerezh.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial