M. Goude bezañ gwelet ganeomp ar mad pehini zo ret deomp da ober, petra a rest deomp-ni bremañ da c'houzout ? D. An droug pehini zo ret deomp tec'het dioutañ. M. Peseurt droug a zleomp-ni tec'het dioutañ ? D. Pec'hed. M. Petra eo pec'hed ? D. Kement a lavarer, kement a zezirer, pe kement a reer a-enep al lezenn pe volontez Doue.
tec'het
tec'het
tec'hel
tec'het
tec'het
aba dec'h
tec'hout
Al loen paour a dec'h kuit, evel oan dirak bleiz.
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
tec'h kuit
tec'h alese
Graet e oa ganin ma soñj tec'hout kuit.
- It kuit ! emezañ, dambennfollet. Tec'hit ! Ave, Maria purissima.
Astenn a ra he diweuz lipous davet genou ar breur Arturo : « Querido ! » emezi, ha n'eo ket ar breur Arturo evit tec'hout.
Met pebezh frealz, pebezh gopr eviti pa glevas d’abardaez noz ar Person o lavarout dezhi : « Daoust ha ma 'z oan o tougen an Aotrou Doue, ken brav e kaven ho labour, Ann-Mari, ma’z on bet war nes [war-nes] ober evel ar re-all a-raok din, tec’hel a-ziwar va hent evit mirout da voustrañ ha da zirenkañ bleunioù reizhet en un doare ken dispar ».
Ha mar bijen aet, Doue da viro, davet houzarded Dinam, ur paotr brav e vijen bet war gein ul loen-kezeg ; nemet hag unan plouzet evel hini straed Siam a vije bet roet din, petra an diaoul am bije graet-me gant ur marc’h, peogwir pa zichañs din tostaat ouzh ar seurt anevaled, e tec’han raktal kuit kerkent ha ma kluchont o divskouarn ?
Hi eo a zeuas, dre guzh d'ar re-mañ, ha goude ma voe bet lazhet ganto ar Predour, mestr-skol en Edern, ha Gorager, person touer parrez Brieg, da gemenn d'an David pe venoz o devoa graet diwar e benn. Person Goezeg n'he c'hredas ket hag, e-lec'h tec'hout da guzhat, a chomas en e bresbital. Kavet e voe eno gant e vuntrerien hag e kollas evel-se e vuhez.
Ken stank e oa deut ivez ar moged 'barzh an draonienn e-harz ar Fruji, ma rankas tout an dud tec'hout war-du hent Benoded.
Ganet diwar ar c'hoñvers, e verv ennañ ar vuhez pa vez kresk war briz an okoume, hag e koazh pa rank an droc'herien souzañ pe dec'hout dirak an diskar-briz, pa vez karget skiberioù bras Europa.
Aotrou, ma oa va mestr, perak e touge ur maskl war e zremm ? Ma oa va mestr, perak garmiñ evel ur razh ha tec'hout diouzhin ?
Skritelloù o luiñ ar gazetennerion, ha muntr ebet evit tec'hout diouzhomp an aner-se? Pebezh droukchañs!
Gwan-tre eo ar stourmer chadennet ouzh un tourter : n'eo ket evit tec'hout nag evit implijour e zivrec'h evit en em wareziñ.
Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.
An emvod ne c'hell ket bezañ ampellet koulskoude ha plegañ a ran d'an "tonkad ne c'heller tec'hel razañ".
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tec'her