Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (er Grennamzer) Renabl a-berzh un aotrou eus hollad an douaroù roet gantañ d'ur gumuniezh menec'h, eus ar gwirioù dleet dezhi. An teulioù kozh. 2. Kement tra skrivet, dezhañ un dalvoudegezh kefridiel, a dalvez da brouenn, da desteni. Da anavezout e zle e ro an dleour un teul anvet teul kred d'ar c'hredour. 3. Kement tra skrivet a gaver stlennadoù ennañ. Anavezout un darvoud istorel diwar un teul.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

teul

1499
Daveenn : LVBCA p193

teuzlioù kozh

1732
Daveenn : GReg pg chartre (vieux titres &c pour la deffence des droits d'une Communauté &c)

teul

1850
Daveenn : GON.II pg maril, teûl, teûlier

teul

1850
Daveenn : GON.II pg teûlia

teulioù

1850
Daveenn : GON.II pg teûl

mar oc'h eus teulioù, diskouezit-o

1850
Daveenn : GON.II pg teûl

teulioù

1931
Daveenn : VALL pg acte (publics)

Aze e tigoras an armel-houarn, hag eus al lec'h donañ anezhi e tennas un teul, skrivet 'Testamant an Dr Jekyll' war ar golo anezhañ

2012
Daveenn : DJHMH p19

Un dra fur eo kaout e baperioù gantañ pa gemerer perzh en obererezh : betek gouzout e vefec'h goulennataet ne vefec'h ket kaset d'an ti-polis evit gwiriañ hoc'h identelezh, ar pezh a vefe kalz amzer gollet gant tout an dud, rak ne vern penaos e ouio ar boliserien abred pe ziwezhat piv oc'h-c'hwi -o skaniñ ho poltred hag o klask ar memes poltred e teulioù ar c'hartennoù-anv, ar paseporzhioù, hag all, hag all...-.

2015
Daveenn : DISENT p163-164

Evit bezañ resis e vo lakaet ho kondaonigezh war teul kentañ ho roll lez-varn – e-lec'h m'eo klok an traoù – hag a zo miret evit pennoù bras ar justis.

2015
Daveenn : DISENT p173

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial