Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. KOZH 1. Ti ha madoù daou bried, ur c'houblad. Un tiegezh kaer zo ganto. 2. Mererezh madoù un ti. Emell eus an tiegezh : e mont en-dro an ti, er mererezh anezhañ. B. Atant. Kerangov a oa unan eus ar gwellañ tiegezhioù a oa er vro. & Ent strizh Savadurioù un atant. Lakaet e voe an tan en tiegezh. Deuit d'ober tro an tiegezh hag an douaroù. DHS. feurm, menaj, merouri, plas, tachenn. C. 1. Hollad an dud a vev en hevelep ti, pe stroll tiez diwar an hevelep atant, an hevelep danvez. 2. Bara tiegezh : graet er gêr. & Penn-tiegezh : den zo e penn un tiegezh, un atant. HS. ozhac'h. & Plac'h tiegezh : implijadez a ra war-dro an ti. HS. matezh. 3. Ober tiegezh ub. : kempenn e di. [1924] Pa chome er gêr, e roe dezho he aotre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma veze oc’h ober he ziegezh. 4. Dre heveleb. Ruskennad gwenan. Pa varv ar vamm e varv an tiegezh war un dra ganti. 5. Ent strizh Hollad an dud kar a vev en hevelep ti. DHS. tiad. II. 1. Stroll tud, anezhañ daou bried pe ur c'houblad o vevañ an eil gant egile. Trouz zo savet en tiegezh : etre an daou bried. & Trl. Hanter diegezh, hanter tiegezh : pried ub., den a vever gantañ, ganti. Kemer un hanter tiegezh : dimeziñ. Kaout ub. da hanter diegezh. & (impl. hep gm.) Feurmiñ tiegezh : bezañ dimezet, bevañ an eil gant egile. 2. An tad, ar vamm hag o bugale. Un tiegezh a bemp. Tiegezhioù bras. & (db. ar vugale) C'hoari tiegezhig : c'hoari bezañ tad pe vamm. 3. Lignez. Tiegezh Penmarc'h en deus roet d'ar vro brezelourien gadarn. & Trl. (impl. da anv hollek) Den a diegezh vat : zo eus ul lignez uhel, a-zoare. Ur mab, ur verc'h a diegezh vat. Tud savet a diegezh vat. HS. familh.

Skouerioù istorel : 
53
Kuzhat roll ar skouerioù

tiegezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg famille, menage, mesnage

tiegezh

1699
Daveenn : Har. pg tiegezh

neb zo eus a un tiegezh

1732
Daveenn : GReg pg domestique (la femme, les enfants, les serviteurs, & les servantes, sous un même chef de famille)

neb piv bennak en deus dizenoret ur verc'h onest, hag a diegezh vat, a zo dalc'het da eureujiñ outi, peotramant d'he argoulaouiñ

1732
Daveenn : GReg pg (qui a debauché une fille de famille, la doit) épouser (ou la doter)

savet a ouenn vat, a lignez vat, a diegezh vat, a gerent vat, a gerentiezh vat

1732
Daveenn : GReg pg (de bonne) extraction

tiegezh

1732
Daveenn : GReg pg famille (ménage composé d'un chef, & de ses domestiques)

mab, pe merc'h a diegezh vat, a lignez vat

1732
Daveenn : GReg pg (fils, ou fille de) famille

koaniañ a ra en e diegezh, gant tud e di, hag e gerent dost

1732
Daveenn : GReg pg (il soupe en) famille

Karantez entre daou vreuzr, pe entre daou vignon, pe entre daou diegezh, &c.

1732
Daveenn : GReg pg fraternité

Un ebat Doue eo gwelet penaos e c'houarn an tiegezh.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

bloavezh mat deoc'h ha tiegezh dilogod

1732
Daveenn : GReg pg année

tud an tiegezh

1732
Daveenn : GReg pg ceux (de la maison), (le) domestique (les domestiques)

tud an tiegezh

1732
Daveenn : GReg pg ceux (de la maison)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo gouarnet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

tiegezh

1732
Daveenn : GReg pg domestique (la femme, les enfants, les serviteurs, & les servantes, sous un même chef de famille), famille (ménage composé d'un chef, & de ses domestiques; naissance, extraction, maison), feu (famille, ménage)

Un ebat Doue eo gwelet penaos ez eo kunduet an tiegezh ganti.

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Elle gouverne le ménage à charmer.)

tiegezhoù

1732
Daveenn : GReg pg domestique (la femme, les enfants, les serviteurs, & les servantes, sous un même chef de famille), famille (ménage composé d'un chef, & de ses domestiques)

tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg tiégez

ned eo ket dizle an tiegezh hont

1850
Daveenn : GON.II pg dizlé

hanter tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg hanter (-tiégez)

pennoù tiegezh skol

1850
Daveenn : GON.II pg pennou (-tiégez-skôl)

tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg tiégéac'h, tiégez

tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg tiégez

tiegezhoù

1850
Daveenn : GON.II pg tiégez

un tiegezh kaer a zo ganto

1850
Daveenn : GON.II pg tiégez

re yaouank eo da vezañ e penn un tiegezh

1850
Daveenn : GON.II pg tiégez

tiegezh

1850
Daveenn : GON.II p.21, livre premier, "ménage".

Rouanez ha re vras, ni pennoù ar c'hêrioù, / Ha ni ive ezhec'h, en hon tiegezhioù, / Ni laka d'ar marv, ni gastiz ar re fall, / Ha ma ve sellet pizh, dreist ar c'hleuz en tu all, / Ve gwelet marteze oc'h ober meur a dra / A lakafe ar vein en-dro domp da ruziañ.

1867
Daveenn : MGK p84-85

Evel-se ez eo bet kollet / Darn tiadoù tudjentiled, / Tudjentiled ha rouanez / Kouezhet maner kaer o furnezh, / Dre ma kredent ne voa dereat / D'ur vamm itron bezañ mamm vat, / Magañ he mab, he merc'h vihan, / Koll he gened, kaout re a boan, / Bezañ evel ur vamm-diegezh.

1867
Daveenn : MGK p136-137

Lanzeon a yoa unan eus ar gwellañ tiegezhioù a yoa er vro ; meur a vevel ha meur a blac’h a yoa ennañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.69

Da varv Manos, e vab henañ Ariomanos (2), a anver ivez Kintugenos, a gemeras al lec’h anezhañ e penn an tiegezh.

1923
Daveenn : SKET p.50

Tiegezhioù a-bezh, hag int savet, d’ar beure, en o c’haerañ gant livioù ar vuhez, e-kreiz levenez ha c’hoarzh, flastret ma ’int bet dindan tousmac’h ar stourmadoù, o c’haver d’an noz yen ha dilavar dindan divaskell zu Katubodua.

1923
Daveenn : SKET p.20

Hep mont davet ur ouenn dud all, hep terriñ an disterañ war glanded hor gouenn-ni, e veze kavet, er-maez eus an tiegezh, paotred ha merc’hed yaouank gant kel lies hini a garje kaout kefrisa [...].

1923
Daveenn : SKET p.46

Bep bloaz e weled ar vouc’hal hag an tan o tigeriñ frankizennoù er c’hoad, ha diwar ludu al loskadegoù o c’henel parkoù nevez, peurvanoù nevez, hag o sevel tiez nevez da gledouriñ tiegezhioù nevez.

1923
Daveenn : SKET p.67

Hag e skeudennont anezhi harp he zroad war ur vaot, oc’h aroueziañ evit ar merc’hed buhez an tiegezh hag an davedegezh.

1923
Daveenn : SKET p.101

kenizili an tiegezh

1923
Daveenn : SKET p.163, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Les membres de la famille".

Rankout a eure ozhac'h an ti mont adarre war ar mor : ret e oa dezhañ bevañ e diegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

War an doare ma tenne war-eeun d’an obererezh kelennadurezh an tiegezh gant Iwerzhoniz sellout Joyce, Social History, I, p. 441

1924
Daveenn : SKET.II p.24

An aotrou hag an itron a rae eno o ziegezh gant o daou vugel e-pad an hañv ; deut ar goañv ec’h aent da gastell Tremedern, en koadoù bras ar Jaou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

Hag evel-se, gant poan he c’horf, nerzh he c’halon, Izabel he devoa adc’hraet he ziegezh distrujet gant ar marv, evurus pa selle ouzh he zi, hag ennañ pevar bugel deut da vat.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 40, p.898 (Ebrel 1924)

Pa chome er gêr, e roe dezho he aotre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma veze oc’h ober he ziegezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.841 (Miz C'hwevrer 1924)

Un tammig pelloc’h e kavas ur c’hav all, en pehini ur silienn gozh du he devoa graet he ziegezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.140

Abaoe hon disparti petra a nevez en tiegezh ?

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

tiegezh

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

Dimeziñ a ri, sevel a ri tiegezh, hag eürus e vi er barrez vihan-mañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Graet e veze e Moullerezh al Leandi Barzhek, levrioù kaer skrivet gant ar wellañ skrivagnerien, levrioù skol, levrioù didu, levrioù micherel ; arc’hant bras a veze gounezet, ha gouestlet holl d’an Emsav, ha da skoazellañ ar varzhed hag o ziegezhioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.213

Piv a lavaro pet dek mil, pet kant mil tiegezh a guitaas Bro ar Franked evit dont da chom e-touez Breizhiz rouesaet ha bihanaet o niver ?

1944
Daveenn : EURW.1 p7

Setu eno petra 'oa ul lein ar pardon, en un tiegezh a-zoare a Vreizh-Izel, da ziwezh an XIXvet kantved.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

E milin-baper Lokmaria Benac'h e oa bet ganet ha savet, emezañ ; ha goude marv e dad, e oa deut an tiegezh da chom da Sant-Brieg.

1944
Daveenn : EURW.1 p53-54

amañ e ris anaoudegezh gant ur Breizhad, hag a oa, a c'heller lavarout, un amezeg din peogwir e oa eus tiegezh ur marc'hadour hadoù eus Landerne), polis, post hag ospital

1985
Daveenn : DGBD p44

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Daveenn : DISENT p153

Kudennoù en doa gant e diegezh marteze?

2015
Daveenn : EHPEA p39

Ha me, merc'h henañ an tiegezh e oa dav din soursial ouzh ma breurezed.

2016
Daveenn : BARAB p213

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial