tour
tour
tour
tour
Gwelout a reer diwar ar gorre ur vro eus ar re gaerañ a vez kavet e Bro-Gernev : ar stêr Aon o treiñ hag o tistreiñ lezirek en un draonienn c’hlas, tour Sant Iduned, war an tu kleiz ; war an tu dehou tour bras hag hini bihan Pleiben ; dirak, du-hont, pell, tuchenn Sant Mikael, ar menez uhelañ e Breizh ; ha, tro-war-dro, douaroù pinvidik evit brasañ plijadur ar gouerion.
Ganet en ur c'horn-bro dudius, ma welen ac'hano tour Karaez, Vorgium gozh, koshañ kêr Argoad, baleet ganin war an hevelep douar a bleustras an drouized diwezhañ, an argadourien a stourmas ouzh ar Romaned, an Normaned, ar Franked hag ar Saozon, penaos ne vije ket bet leun ma fenn gant o eñvor pemdeziek ?
Stummet e oa an aoter e-giz un iliz-veur gotek, gant un niver bras a dourioù beget-uhel, hag aour-wisket [aourwisket], traoñ ha laez, hervez giz Spagnoliz.
War an tu dehou e c'heller gwelout un tour : mision Santez Anna ar Fernan Vaz.
Tour iliz ar Folgoad - unan all eus ilizoù hollgaret an dug Yann V -, hag a oa mennet sevel anezhañ diouzh patrom tourioù iliz-veur Kastell da zigentañ, a voe cheñchet an tres anezhañ da zegas patromoù deuet war-wel ouzh tourioù Kemper : kurunennet e voe gant garidoù diavaez dindan ar beg-tour evel e penniliz Kernev ha diwar he skouer ivez e voe gwisket kornioù an tour gant skoazennoù pikernek kement ha diaraogiñ fuadenn piramidenn ar beg-tour.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tourc'h