tour-tan
Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.
E zaoulagad a strinke luc’hed, e benn a-dreñv a zislonke moged hag e gerniel, evel tourioù tan, a oa plantet beg unan anezho e kalon al loar.
Kaset e voemp bet damdost d’an tour-tan, ha seniñ a rejomp dibaouez endra m’edo an Impalaer hag ur bern uhelidi o plediñ gant te, gwin ha likur da gas d’an traoñ ar gwestell hag an traoù mat all, met an dro-mañ ’vat ne ziskouezas ket Tad Kozh Fallières bezañ ken brokus hag ar Sultan Abd-el-Aziz, rak netra ne voe kinniget dimp, na zoken ur segalenn, ha koulskoude un naon ki am boa an deiz-se.
Diouzh tu an douar e weler c'hoazh tour-tan Beg Ngombe o teuler e sked.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tourtañ