Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den a dremen en ul lec'h, en ur straed. Ac'hann e welan an dremenidi. Un ti war ar maez a werzhe traoù da evañ d'an dremenidi. HS. tremener. 2. Loen (evn dh.) a cheñch bro hervez ar c'houlz-amzer da ober e annez e lec'h all. Un tremeniad rouez e Breizh. & (impl. da stn.) Laboused tremenidi. 3. Glaz a lakaer da dintal un devezh a-raok an interamant. Sonet eo an tremeniad.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

un tremeniad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (vn) passant

tremeniad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tremeniat

tremenidi

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tremeniad

tremeniad

1699
Daveenn : Har. pg tremeniad

fouilhañ an dremenidi

1732
Daveenn : GReg pg fouiller (Foüiller les passans)

neb zo e par evit laerezh an dremenidi

1732
Daveenn : GReg pg guetteur (qui épie les passans)

neb zo e spi evit laerezh an dremenidi

1732
Daveenn : GReg pg guetteur (qui épie les passans)

tremeniad

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniad, tréménour

tremeniadez

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniadez

tremeniadezed

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniadez

tremenidi

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniad

gwin a werzh d'an dremenidi

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniad

an dremenidi a ro kalz d'an iliz-se

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniad

un tremeniad eo

1850
Daveenn : GON.II pg tréméniad

An ostiz n'en doe ket ar boan / Da eilbediñ an tremeniad : / Hemañ, a-raok, gant e alan / C'hwezh da dommañ e viziad.

1867
Daveenn : MGK p38

O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet

1867
Daveenn : MGK p19

Eno… ar besketaerien — e-unan en devoa klevet anezhe en ti-nezañ o lavaret — pa vezent o tragiñ war an aod, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennoù euzhus ar paourkaezh tremeniad muntret war al Lev.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Ur paotr, e galabousenn bleuñv alaouret er wech-mañ, a youc'has a-nerzh e c'horzailhenn gouraouliet : "Marseille ! tout le monde descend !... Terminus !... Ha ni, kerkent ha ma oa ehanet an aheloù da wigourat, ha digeriñ ar rakzor ha lârout yao e-maez ar gaoued ! Pell a-walc'h e oamp enni o luduennañ, o tisleviñ-gen hag o varvailhañ. O vezañ kemeret hor seier, drouinoù, picheroù ha togoù-spoue ez ejomp war-du soudarddi an Dremenidi.

1929
Daveenn : SVBV p12

an dremenidi

1931
Daveenn : VALL pg actif, (les) allant (et les venants)

Ar giz a oa da bediñ an tremeniad gwenn, n'eus forzh piv e ve, da zebriñ ganeoc'h, pa dremen e-biou ho ti, ho lochenn pe ho telt.

1985
Daveenn : DGBD p97

Damwelet en doareoù kemmus-se, gant ar straedoù priellek hag an dremenidi loudour, gant ar c'hleuzeureier na oant bet morse lazhet pe kempennet e doare da zerc'hel penn ouzh an deñvalijenn aloubus ha kañvaouus-se, e tenne karter rec'hus Soho, dindan selloù an noter, da garter ur gêr gwelet en un hurlink.

2012
Daveenn : DJHMH p39

Ha pa wel [ar bazhvalan] unan deus an dremenidi o vont e fulor e red davetañ evit displegañ dezhañ ez eo un taol fentus [...].

2015
Daveenn : DISENT p111

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial