Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stn. (en amzer) [2015] Diwezhañ. An hañv tremen, an noz tremen. [2015] Abaoe ar bloaz tremen. 2. Adv. [1877] En tu-hont (da), muioc'h (eget). Tremen sot eo. Tremen kaer eo an dilhad. Tremen bloaz zo e oa deuet amañ. Tremen poent eo mont kuit. Tremen ezhomm am eus da vont. Dek den a oa eno pe dremen. [1877] Ya, ya, tremen mall eo [...]. [2015] Tremen diaes eo evit e ivez. HS. ouzhpenn.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze ’ta, dirak Doue, ho torn war ho koustiañs, e kav deoc’h eo ret deomp lakaat Loull ar Bouc’h d’ar marv ? — Ya, ya, tremen mall eo ; ha pell a zo emaomp o c’houlenn an eil digant egile perak ne deue ket deomp, a-berzh hor mestr, an urzh da gas ur voled plom pe ziv da bounneraat penn Loull ar Bouc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.109

Evit gloar Doue em eus savet tour Gwinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoe ma’z on beleg ; gwellañ ma c’hellen am eus graet evit distreiñ an dud diwar an hent fall hag o lakaat war an hent mat ; direbech on, a gredan, dirak Doue ; n’em eus aon rak netra.

1877
Daveenn : EKG.I. p.251-252

Bale pell pe bale a-dreuz en doa graet, rak tremen kresteiz [e] oa pa zigouezhas dirak un ti.

1877
Daveenn : EKG.I. p.43

Netra ! 'met em eus klevet komz diouti, e teu c'hoazh, goude ugent vla tremen, an dour war ma daoulagad

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Eus ho kenoù 'tenn ar bara ; / Tremen mall eo en diskarañ. / E rouantelezh ar gozed, / E tlefe prim bezañ klozet.

1960
Daveenn : PETO p30

Met ar marv ' zo o tonet : / Tremen mall eo deomp-ni reuziñ.

1960
Daveenn : PETO p81

Bremañ ma oant diazezet da vat, ha da badout, ne oant ket mui o vont da veajiñ : o lod beajoù o doa bet, tremen o lod !

1992
Daveenn : EAZB p. 102

Hiziv an deiz e kavomp atav trenk ha c'hwerv gant telloù ar Stad sungevrozour, ha peurgetket abaoe ar bloaz tremen, met diouzh un tu all, ur Gresian diwar zaou ne bae ket telloù hag en em daol da obererezh mil enoret ar floderezh kemedel.

2015
Daveenn : EHPEA p102

"Edo Aretí o komz din eus he mab hag eus he merc'h-kaer a zo o chom e Londrez," a lavar din Adrianí. "Tremen diaes eo evite ivez."

2015
Daveenn : EHPEA p26

Aet omp tremen poazh o vezañ chouk-ha-chouk, ha ni paotred dianav an eil d'egile, ha n'en em welimp biken ken, ha ni bet charreet gant ar vuhez avat war ar memes hent poent zo bet.

2023
Daveenn : AVWAH p. 29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial