Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Tremen evit an droadeien a-uc'h ur voger, ur c'hleuz. 2. Treuzell lakaet a-uc'h un dourredenn. HS. pontenn, treuzadenn, treuzellenn. 3. Dre ast. Dor vihan evit an dud war o zroad, toullet e moger ur genkiz, ur c'hastell, e-kichen hini ar c'hirri. 4. A-WECHOÙ Gwenodenn. II. 1. Prantad a-raok ar marv ma teu an den toc'hor da vezañ dinerzh ha dic'houzvez. Un dremenvan boanius. Pedennoù an dremenvan. & Trl. En e dremenvan, war e dremenvan : tost da vervel. Pediñ a-zevri evit an dud en o zremenvan. D'ar 14 e kouezhas adarre hag e voe a-nevez war e dremenvan. & Dont war dremenvan ub. : dont da welet ub. war e dremenvan. [1878] Lavarit da Vari, va fried, dont war va zremenvan. 2. A-WECHOÙ, dre ast. Marv. E dremenvan a zegouezhas d'an 23 a viz C'hwevrer. 3. Dre skeud. Prantad ma'z a udb. da get. Tremenvan an iwerzhoneg.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

tremenvan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg trepas

tremenvan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg article de la mort

tremenvan

1699
Daveenn : Har. pg tremenvan

tremenvanoù

1732
Daveenn : GReg pg échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées. [Tremenvan] si l'échalier est fait de pierres)

tremenvan

1732
Daveenn : GReg pg article, decès, échalier (espece d'échelle pour passer dans un champ, & cloture faite de branches d'arbres entrelacées. [Tremenvan] si l'échalier est fait de pierres)

en e dremenvan emañ

1850
Daveenn : GON.II pg tréménvan

tremenvan

1850
Daveenn : GON.II pg tréménvan

e welet em eus c'hoazh antronoz e dremenvan

1850
Daveenn : GON.II pg tréménvan

Anat e oa d’an holl ned aje ket a-bell. Ar gwad a rechete a-leizh e c’hinou ; a-vec’h ma c’hellas lavaret : En hanv Doue, klaskit ar beleg d’am c’haout da selaou va c’hofesion, da reiñ din va Sakramañchoù diwezhañ. Lavarit da Vari, va fried, dont war va zremenvan.

1878
Daveenn : EKG.II p.176

tremenvan

1909
Daveenn : BROU p. 406

An Hini eo na anavezer nag e reizh, nag e ouenn, nag e neuz, an Hini n’en deus na tad na mamm, na kar na par, an Hini n’eo bet engehentet biskoazh ha n’anavezo ket an dremenvan, an Hini n’en deus na derou na diwezh hag a reer anezhañ, pa na ouvezer anv a-hend-all, Guton « a beder », Uxamon pe Uxellimon « an uhelañ-holl », Bitumon « an holl-bad-dreist ».

1923
Daveenn : SKET p.27

Ar marv, pa zeue dezho, n’oa gantañ na poan nag anken, sioulañ tremenvan n’oa ken d’o ene eus ar bed-mañ d’ar bed-all.

1923
Daveenn : SKET p.70

Er c’hornog, tremenvan an heol eo a c’hoarveze er c’hoadoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.43

bezañ war e dremenvan

1931
Daveenn : VALL pg (être à l')agonie

tremenvan

1931
Daveenn : VALL pg agonie, article

Jenoflez Andalousia, / Me 'oar, va C'hordovadez-me, / E varv, etre da vrennid, / Divi, ur jenoflenn bemdez, / A ! gallout kaout tremenvan-se / Ur jenoflenn war da vrennid !

1949
Daveenn : SIZH p.55

Dre zegouezh iskis, estrenvan, / E tamaller din tremenvan / Pêr an Hir kaezh, hor maer gwechall.

1960
Daveenn : PETO p77

Notennoù studi

Hervez Vallée e c'hall ar ger-mañ bezañ benel a-wechoù.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial