Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Klemm, hirvoudiñ. Adal ma klevas an tri c'haezh o trueziñ. HS. termal, truantal. II. V.k. A. V.k.e. Kaout truez ouzh (ub.). Arabat deoc'h trueziñ ac'hanomp. Trueziñ ar Werc'hez. HS. truantal, trugareziñ. B. V.k.d. 1. (db. an dud) TRUEZIÑ DA, OUZH, WAR (UB.) : kemer truez outañ. Trueziñ a ra d'ar bugel kaezh. Trueziñ a reer ouzh tud krignet gant ur c'hleñved euzhus. Trueziñ a raen war ar verdeidi reuzeudik. HS. truantal, trugareziñ. 2. (db. an traoù) TRUEZIÑ DA (UDB.) : kaout keuz dezhañ. Trueziñ d'an amzer dremenet. HS. hiraezhiñ, keuziañ.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

truezet

1850
Daveenn : GON.II pg truéza

truezañ

1850
Daveenn : GON.II pg truéza

na druez ket ac'hanon

1850
Daveenn : GON.II pg truéza

kaout truez

1850
Daveenn : GON.II pg truéza

Va eilmestr amañ a gemero an neb a garo, mes ret e vezo dezhañ kemeret tud didruez, rak, ma teufe unan bennak da druezañ, e c’hellfemp holl chom eno ; tud ar vro-mañ, evito da vezañ touellet gant Doue, a oar herzel start pa gavont o zro, ha reiñ bazhad evit bazhad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.160

trueziñ da

1931
Daveenn : VALL pg (s')apitoyer (sur)

lakaat da drueziñ

1931
Daveenn : VALL pg apitoyer

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial