Pellgargañ ar gerioù kar truez truezegezh truezek trugarezus
eston ha truezus
truezus
truezus
truezusoc'h
truezusañ
ur marv truezus
Abalamour da se, en em gavet e-kichen an treuzoù, e tistroas truezus war-zu ar penn uhelañ da sellet ur wech c’hoazh da vihanañ ouc’h Anna Roue, astennet war barlenn Janed ar Go, hag e chomas ur pennad mantret ha dilavar : Gwiskañ a reas liv ar marv ; krediñ a raed edo, eñ ivez, o vont da gaout ur fallaenn.
Truezus galvadenn ar rouanez yaouank en he dilez, eme an doue. Ha petra he deus lavaret eben ?
Nann, ar marichal ne oa ket bet debret gant Satanaz. Edo o tiskenn a-dreuz ar roz, e benn en un doare truezus.
— « En ur stad truezus emaoc’h ho-taou, » a lavaras dezho an ostiz ; « petra a zo degouezhet ’ta ? »
Hag ar gristenion a souche o fenn dindan al liñserioù hag a blante don ur biz en o divskouarn, evit mougañ ar c’hlemmoù truezus.
Da serr-noz, hervez ’gleven, e rae meur a foeter-bro un tammig reorad, met war a gredan, nag an Aotrou Doue, na sant Erwan venniget ne selle re verr an naontek a viz Mae ouzh levenez druezus an dud kaezh-se…
E pebezh stad truezus e oa difaragoellet ur vro ma teuas er bed enni ar voraerien Magellan, Vasko Gama, Albukerk, ar barzh Kamoëns, an alouberien a greskas brud ha pinvidigezh o fobl dre c’hounit inizi ha douaroù dizanav !
Ar wech-mañ ’vat ne golljen nozelenn ebet ha den ne gavje tu da ginnig toupennoù ruz pe lietennoù da goantennoù kêr, rak re nebeut amzer ’oa tremenet abaoe lazhadeg miz Genver, an deiz ma reas an Duk-Meur Wladimir Wladimirovitch, eontr an Impalaer, tennañ war vicherourien Sankt-Peterburg a felle dezho klemm d’e niz ouzh o dienez hag ar stad truezus a-walc’h ma vevent enni.
Labourerien druezus eo bet ar re-se evidomp !
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trufenn