1. Ar.
War lein (barr) (udb.).
Eon zo war-lein an dour. An teol, war-lein an ti, zo torret. Bez' ez eus ur chapel war-lein Menez Bre.
2. Adv.
War lein (barr) (udb.).
Pa vesker dour hag eoul, an eoul a sav en-dro war-lein.
HS. war-c'horre.
ES. dindan, edan.
Tri diegezh Gallo-Frank, deut moarvat diouzh ar Reter, a zigouezhas a-gevret, betek un douar gouez war-lein menezioù Are, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant ur soudard roman e anv Skrinius.
Tri diegez Gallo-Frank, deut moarvat diouz ar Reter, a zigouezas a-gevret betek eun douar gouez war lein meneziou Arre, Skrignag, parroz diboblet, bet krouet mil vloaz a-raok gant eur soudard roman e ano Skrinius.
1944
Daveenn :
EURW.1
p8
Evel ma echue he c[']homz, setu o tont war-du hor gweturioù, ur beleg kozh, blev gwenn, gant ur galotenn vihan war-lein e benn, hag hor saludas gant ur c'hoarzh madelezhus.
Evel ma echue he c[']homz, setu o tont war-du hor gweturiou, eur beleg koz, bleo gwenn, gant eur galotenn vihan war lein e benn, hag hor saludas gant eur c'hoarz madelezus.