[1659, 1732, 1850, 1931, 1955] E-kerzh ar bloaz tremenet.
Miz Kerzu a oa brav warlene. C'hoarvezet eo er bloaz-mañ evel warlene.
[1955] [...] met an dro-mañ n’he devoa ket kavet balan ha lann evel warlene e Brest [...].
&
(impl. da stn.)
Eus ar bloaz tremenet.
Neizhioù warlene.
&
Trl. skeud.
Klask vioù* e neizhioù warlene.
&
Impl. da ak.
Bloavezh aet e-biou.
Tremenet ez eus kement a warlene ! Bremañ ez eus meur a warlene ...
&
Trl.
Warlene diwezhañ : ar bloaz tremen.
N'eo ket ker barrek ar winienn hevlene ha warlene.
Né két ker barrek ar winien hévléné ha warléné.
1850
Daveenn :
GON.II
pg barrek (La vigne n'est pas aussi couverte de grappes cette année que l'année dernière).
n'eo ket ker barrek ar winien hevlene ha warlene
né két ker barrek ar winien hévléné ha warléné
1850
Daveenn :
GON.II
pg barrek
E-leizh a vabu a zo bet warlene.
Eleiz a vabu a zô bét warléné.
1850
Daveenn :
GON.II
pg babu (Il y a eu beaucoup de guignes l'année dernière).
Kalz a ed a zo bet warlene.
Kalz a éd a zô béd warléné.
1850
Daveenn :
GON.II
pg warléné (il y a eu beaucoup de blé l'année passée).
Bras eo bet ar sec'hor warlene.
Brâz eo béd ar zec'hor warléné.
1850
Daveenn :
GON.II
pg warléné (la sécheresse a été grande l'année passée).
warlene
warléné
1850
Daveenn :
GON.II
pg évléné, hévléné, léné, warléné (espèce d'adv. l'année passée, pendant l'année qui vient de s'écouler).
‘Vel ma lâre Gwennael warlene, goude ma oa bet savet skol vrezhonek Sant-Charlez. Gras de[zhe], goude be[z]añ bet kelennet ken mat, da c‘hallout, un de[iz], difenn ha harpañ : Doue, ar Vro hag he yezh.
‘Vel ma lare Gwennael warlene, goude ma-oa bet savet skol-vrezonek Sant-Charlez. Gras d’e, goude bean bet kelennet ken mad, da c‘hallout, eun de, difenn ha harpan : Doue, ar Vro hag he iez.
1898
Daveenn :
KZVR
Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.2
Fabrik sant Jakez ne oas-te ket warlene ? E-pad ur bloaz out bet o kestal evitañ arc’hant, neud, bleud, greun, kig.
Fabrik sant Jakez ne oas-te ket warlene ? E-pad eur blâ out bet o kestal evitan arc’hant, neud, bleud, greun, kig.
An teatr brezhonek a zo paour a-walc’h, aotrou ; n’eus nemet misterioù, evel an hini hoc’h eus c’hoariet warlene : « Buhez Sant Gwennole ».
An teatr brezonek a zo paour a-walc’h, Aotrou ; n’eus nemet misteriou, evel an hini hoc’h eus c’hoariet warlene : « Buhez Sant Gwennole ».
1944
Daveenn :
EURW.1
p.96
Geo ’ta, geo, eno e oa va Rusianez eus Rochefort-ar-Mor o c’hortoz he danvez-pried gant un torkad bleunioù eus an dibab en he dorn, met an dro-mañ n’he devoa ket kavet balan ha lann evel warlene e Brest ; hogen, nag evit-se !
Geo ’ta, geo, eno e oa va Rusianez eus Rochefort-ar-Mor o c’hortoz he danvez pried gant un torkad bleunioù eus an dibab en he dorn, met an dro-mañ n’he devoa ket kavet balan ha lann evel warlene e Brest ; hogen, nag evit se !
1955
Daveenn :
VBRU
p.48
Goude e jedan ar c'hresk a vo war ma gopr hag ez a ar vurevveliezh diwar ma spered. D'ar bihanañ e vin digollet eus ar c'hrennañ a zo bet graet warnañ warlene.