Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Mat da zegas pe da zelc'her ar yec'hed. Boued yac'hus. Aer yac'hus. [1954] Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek. DHS. yec'hedus. 2. Dre skeud. (e lavarennoù nac'h) Mat, brav, hervez ar vuhezegezh. Al levrioù-se n'int tamm ebet yac'hus d'ar speredoù yaouank. HS. yac'h. 3. Dre skeud. (e lavarennoù nac'h) Dizañjer. Ne zle ket bezañ yac'hus mont da glask kann ouzh ar paotr-se. [1878] [...] rak bezañ e tle bezañ etre daouarn ar soudarded, ha me ne gaven ket yac’hus evidon, en noz-mañ da vihanañ, mont d’er goulenn pe d’en tennañ diganto.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

yac'husoc'h eo ar rost eget ar berv

1732
Daveenn : GReg pg (le rôti est plus sein que le) boüilli

Bier re fresk, pe, re gozh, ne oa biskoazh yac'hus.

1732
Daveenn : GReg pg (de la) biere (nouvellement faite, ou, trop vieille nuit à la santé).

Yac'husoc'h eo ar rost eget ar berv.

1850
Daveenn : GON.II pg bérô (Le rôti est plus sain que le bouilli).

yac'hus

1850
Daveenn : GON.II p.22 (sain), pg iac'h, pg iac'huz (sain, qui est bon à la santé. salubre. salutaire), iéc'héduz.

Ur boued yac'hus eo an dra-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg iac'huz (ceci est un aliment sain, salubre).

Laezh ur vuoc'h zu eo ar yac'husañ laezh.

1850
Daveenn : GON.II pg léaz (le lait d'une vache noire est le lait le plus sain).

Ar garantez, 'vel Doue, a zo hir ha padus, / D'ar galon n'eus tra koulz, n'eus netra ker yac'hus.

1867
Daveenn : MGK p50

« Bez' ez euz da ziwall : / Rak da welet[,] heñvel, / Darn anezho yac'hus, darn all a zo marvel. »

1867
Daveenn : MGK p72

Hag e pelec’h e kavin-me an alc’houez ? E neblec’h, hep mar ebet, rak bezañ e tle bezañ etre daouarn ar soudarded, ha me ne gaven ket yac’hus evidon, en noz-mañ da vihanañ, mont d’er goulenn pe d’en tennañ diganto.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

Ar maezioù war-dro ’vat a zo kaer-kenañ, da vihanañ da viz Eost : koadeier divent gant an hevelep gwez hag e Sveden, bezv ha sapr, ma kouezh diouto a-vouilhadoù c’hwezh yac’hus ar rousin, hag a bep tu d’ar wenojennoù kammdroennek brousgwez diniver en o bleuñ, un drugar hepken pa bleg aezhenn glouar an hañv da wentañ o frond c’hwek.

1954
Daveenn : VAZA p.166

Re vas e oa an dour evit al listri ; ha ne oa ket yac'hus kennebeut al lec'h, rak gwaskedet e oa re ouzh an avel-vor.

1985
Daveenn : DGBD p48

Ofis publik ar brezhoneg