Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
An diaoul kentañ. — « Hag ur re votoù ler [lêr] gwerniset hoc’h eus war gorre an armel. »
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
re