Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1924, 1931, 1949] A denn mui pe vui d'ar melen. Lêrennoù marvelen. E-mesk an edeier marvelen. HS. arvelen, damvelen.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

marvelen

1924
Daveenn : SKET.II p.134 « Geriadurig », "Jaune sale".

Gwenn-damlouet, blouc’h ha yen o c’hroc’hen, talfasek, sklosennek ha chatalek o dremm, marvelen-disked o blev a gouezh en o c’herc’henn hag en o choug dibleg ha dirodell.

1924
Daveenn : SKET.II p.66-67

marvelen

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXV, blondasse

Morvitellet e oa kêr Viranda en he c'housked, ha ne fiñve ket un ene en-dro d'an toennoù ruz merglet ha d'an tiez marvelen prennet kloz [sic, "prennet-kloz"] o stalafioù. Didud ha morgousket e oa ar gompezenn. N'oa trouz nemet gant ar stêr Ebro.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial