Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tonket da vervel dre natur. An dud zo marvel. & RELIJ. (enebet ouzh peurbadel) Petra a ra dit an traoù marvel abaoe ma'z out ken tost da Zoue ? 2. A zegas ar marv, zo kiriek d'ar marv. Ur c'hleñved marvel. Disheol ar gwez-se zo marvel evit ar gwenan yaouank. HS. marvus. 3. RELIJ. Na c'hall ket bezañ digarezet, dasprenet. Ur pec'hed marvel. [1954] [...] met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

Skouerioù istorel : 
32
Kuzhat roll ar skouerioù

marvel

1499
Daveenn : LVBCA p140 (mortel)

M. Pet seurt na pet pec'hed marvel zo ? D. Seizh, da lavaret eo : ourgouilh, avaris, luksur, gourmantiz, buanegezh ha diegi.

1622
Daveenn : Do. p36

M. Peseurt droug a zigas deomp-ni ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar c'hloar pehini zo prometet deomp, hag en hon rent koupapl, d'ar poanioù infernal.

1622
Daveenn : Do. p36

M. Petra zo rekis ha neseser evit e resev dignamant ? D. Neseser eo na santemp hor c'hoñsiañs karget a nep pec'hed marvel, ha rak-se eo ret kofes diaraok.

1622
Daveenn : Do. p44

M. Pe evit tra [eo]-eñ galvet pec'hed marvel ? D. Abalamour ma lazh hon ene, oc'h ober dezhañ koll ar vuhez a c'hras hag abalamour ma hon rent din d'ar marv eternel.

1622
Daveenn : Do. p36

M. Hag evel-se zo [sic, eo] intentet a'r Sakramantoù arall ? M. Ya, rak piv bennak a resev nep sakramant o vezañ er pec'hed marvel, ekseptet ar sakramant a binijenn, a bec'h marvelamant.

1622
Daveenn : Do. p46

D. Ret eo ober tri zra : da gentañ, digas da goun an pec'hedoù, en em egzaminañ diligant war gourc'hemennoù Doue ha re 'n Iliz ha war an seizh pec'hed marvel.

1622
Daveenn : Do. p42

marvel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg maruel

pec'hed marvel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (peché) mortel

M. Na mar en resev den e stad a vec'hed marvel ? D. E resev a ra en e zaonasion evel Judaz.

1677
Daveenn : Do. p47

D. Ret eo ober tri dra: Da gentañ, digas koun eus hor pec'hedoù, ouzh en em egzaminañ dilijamant war gourc'hemennoù Doue, ha re an Iliz, ha war ar seizh pec'hed marvel.

1677
Daveenn : Do. p43

bles marvel

1732
Daveenn : GReg pg blessure (mortelle)

gouli marvel

1732
Daveenn : GReg pg blessure (mortelle)

goulioù marvel

1732
Daveenn : GReg pg blessure (mortelle)

kaout ur gasoni marvel ouzh ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg haine (Avoir une haine mortelle contre quelqu'un.)

blesoù marvel

1732
Daveenn : GReg pg blessure (mortelle)

ar seizh pec'hed marvel

1732
Daveenn : GReg pg capital (les sept pechez capitaux)

un taol marvel en deus bet

1850
Daveenn : GON.II pg marvel

marvel

1850
Daveenn : GON.II pg malver, marvel, marvuz

marvel

1850
Daveenn : GON.II pg malver, marvel

« Bez' ez euz da ziwall : / Rak da welet[,] heñvel, / Darn anezho yac'hus, darn all a zo marvel. »

1867
Daveenn : MGK p72

malver

1909
Daveenn : BROU p. 397 (mortel)

Droukfinvezh ra vo d’az puhez, dinac’het gant da holl dud, dilezet gant an doueed, dilezet gant Teutatis, milliget gant an doueed divarvel, milliget gant an dud varvel !

1923
Daveenn : SKET p.84

Kadra ha Daga a zo bet graet outo mezhus-marvel gant an tri fennrener estren, hag en abeg da se eo e kimiadomp.

1923
Daveenn : SKET p.106-107

Marvel

1923
Daveenn : SKET p.185, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Mortel (de nature)".

E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.

1923
Daveenn : SKET p.29

An ene raktal a leze da gouezhañ d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gant ur c’horf-marzh, gwenn ha kaer-dispar.

1923
Daveenn : SKET p.72

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

an argarzh pec'hed marvel

1927
Daveenn : GERI.Ern pg argarzi

War e veno, p'en doa ur paotr bras c'hoant da skoulmañ mignoniezh gant ur paotr bihan e oa riskl a bec'hed marvel, rak : Spiritus fortis est, sed caro debilis.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

Eva, avat, a oa Maouez, da lavarout eo bresk hag hedro dre natur, muioc’h douget d’ar bremañ marvel eget d’an dazont a Sklerijenn beurbad, ha kurius-dreist-kred [sic].

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ur pikol levr a c'hallfen skrivañ diwar-benn breudeur ha c'hoarezed va zad, hag a-zivout va c'hendirvi : paotred ha merc'hed, met pec'hed marvel a vefe din tremen hep ober meneg eus va goureontr Yann Dremel, rak n'eus bet biskoazh ha biken ne vo gwelet sebezusoc'h oristal o vale heñchoù Priel.

1954
Daveenn : VAZA p.20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial