Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. Obererezh c'hoari, obererezh n'en deus da bal nemet diduiñ an hini pe ar re a gemer perzh ennañ. [1878] [M]es, e gwirionez, evit lavaret kenavezo e oa, evit ar wech diwezhañ da gement tra a yoa en ti hag a yoa bet test, en e bugaleaj, eus he c’hoarioù [k]entañ. & Trl. [1931] C'hoari ar c'horn : c'hoari pilpod. HS. didu, ebat, jeu. & Ent strizh [1732] AR C'HOARI : ar c'hoarioù (II 5) ma lakaer arc'hant e klaoustre. Bezañ tik war ar c'hoari. [1732] An arc'hant lakaet war ar c'hoari. 2. (er c'hoariva, er sinema) Doare ur c'hoarier da seveniñ e berzh en ur pezh-c'hoari pe en ur film. Penaos hoc'h eus kavet c'hoari John Wayne er film-se ? 3. (db. ar sonerezh) Doare da seniñ ur benveg sonerezh. Plijus e oa c'hoari ar soner-se. B. 1. Dre eilp. Labour, trevell. Peseurt c'hoari zo ganeoc'h aze ? & Trl. [1985] KAOUT C'HOARI : kaout bec'h, kaout poan. C'hoari 'm eus gant al lampon-se ! Kaout c'hoari oc'h ober udb. C'hoari am eus o kerzhet. [1985] Amañ koulskoude hon eus c'hoari da gaout gant ar penn-kêr. HS. jeu. 2. (hep gm.) Tabut, emgann. C'hoari a savas etrezo. C'hoari zo bet. HS. bec'h, jeu. 3. Trl. C'hoari gaer : pennad amzer plijadurus. & Trl. estl. [1931] C'hoari gaer ! : estlammadenn a zistager evit diskouez e kaver brav ar pezh zo bet graet gant ub. C. 1. PEMDEZ Darempredoù rev. Hennezh a gare ar c'hoari. Kaout un tammig c'hoari gant honnezh. 2. Dre skeud. Mont en-dro. C'hoari al lezennoù kenwerzhel. C'hoari ur wikefre. II. G. A. 1. Obererezh korf pe spered dezhañ reolennoù termenet mat. Al labour zo dezho evel ur c'hoari. Ober gant ar brezhoneg er c'hoarioù. Ur c'hoari n'eo ken. Aozañ ur c'hoari. Kemer perzh en ur c'hoari. Ar c'hoari horell. & Ren, reolenn ar c'hoari : hollad ar redioù a ranker doujañ dezho en ur c'hoari. & Dre ast. Paperenn zo skrivet warni ar redioù-se. HS. jeu. 2. Ent strizh Sport. C'hoarioù henvoazel Breizh. & C'hoarioù Olimpek : kevezadegoù sport etrebroadel a vez dalc'het bep pevar bloaz. C'hoarioù (Olimpek) Tokyo. Bet en deus ur vedalenn aour er C'hoarioù Olimpek. 3. Strobad traezoù a reer ganto evit c'hoari. Ur c'hoari gartoù. Ur c'hoari echedoù. HS. jeu. & Ent strizh Ar c'hartoù zo e-kerz ur c'hoarier pa vez o c'hoari. Tri roue zo en e c'hoari. Ur c'hoari vat ac'h eus ? 4. C'HOARIOÙ ARC'HANT, C'HOARIOÙ CHAÑS : diduamantoù ma lakaer arc'hant e klaoustre. B. Dre ast. 1. Tra aes ha plijus da ober. Adsevel ur vro n'eo ket ur c'hoari. HS. c'hoariadenn, ebat. 2. Dre eilp. [1985] Kudenn diaes da zirouestlañ, tra diaes da seveniñ. Piv a echufe al labour ? Eno edo ar c'hoari. [1985] Ur c'hoari diaesoc'h eo avat doñvaat un antilopenn-varc'h eget un antilopenn-zour. & Trl. [1931] UR C'HOARI ALL : un afer all, a vo diaesoc'h da embreger. An dra-se avat zo ur c'hoari all ! [1931] Hemañ zo ur c'hoari all ! : an dra-se zo un afer all disheñvel. HS. dalc'h, jeu, kudenn. & Tennañ e spilhenn eus ar c'hoari : en em dennañ eus ur blegenn ziaes, eus un afer skoemp. [1878] [M]eur a wech [e] oa bet a-ziaraok, en he zi, furch ha klask da veleien, ha bep tro he doa gellet tennañ he spilhenn eus ar c’hoari. C. 1. Abadenn diskouezet en ur c'hoariva. Ur c'hoari farsus. C'hoari e tri arvest. HS. pezh-c'hoari. 2. Dre skeud. Farsadenn, tro gaer. Ur c'hoari gaer oc'h eus graet din ! 3. Dre ast. Doare d'ober ouzh an dud. E c'hoari n'eo ket onest. EVEZH. Kemm. blot. er stagennoù goude "c'hoari".

Skouerioù istorel : 
74
Kuzhat roll ar skouerioù

chañs er c'hoari polod

1499
Daveenn : LVBCA p46, 47, 70, 167 (fuyte, ou chace a l-esteuf)

c'hoarioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ieu

c'hoari

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ebat, ieu

c'hoari kontroliezh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cabinet

touellet gant ar c'hoari

1699
Daveenn : Har. pg an, c'hoari, touellañ (addoné au jeu, passionné pour le jeu)

c'hoarioù rimadell

1732
Daveenn : GReg pg corbillon (jeu d'enfant)

graet c'hoarioù chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Joüer au hazard, pp.)

ober c'hoarioù chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Joüer au hazard.)

c'hoari chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard.)

c'hoarioù chañs

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard, p.)

c'hoari chañsus

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard.)

c'hoarioù chañsus

1732
Daveenn : GReg pg hazard (Jeu de hazard, p.)

ur c'hoari bilhard

1732
Daveenn : GReg pg billard (jeu honnête & d'adresse)

c'hoari berlan

1732
Daveenn : GReg pg breland (ou berland, sorte de jeu de cartes)

a boan vras am eus tennet va arc'hant eus ar c'hoari

1732
Daveenn : GReg pg (j'ai retiré à peine mon) enjeu

an arc'hant lakaet war ar c'hoari

1732
Daveenn : GReg pg enjeu

c'hoari rimadell

1732
Daveenn : GReg pg corbillon (jeu d'enfant)

a c'hoari gaer

1732
Daveenn : GReg pg averer (a verse)

c'hoari

1732
Daveenn : GReg pg badinage (folâtrerie de la main)

c'hoarioù

1732
Daveenn : GReg pg badinage (folâtrerie de la main)

ned eus netra gwazh; hervez Sant Krizostom, eget ar balioù, hag ar c'hoarioù noz

1732
Daveenn : GReg pg bal (Saint Jean Chrisostome dit qu'il n'y a rien de plus permicieux que les bals, & les divertissements nocturnes)

c'hoari bouloù

1732
Daveenn : GReg pg (jeu de) boule

c'hoari

1850
Daveenn : GON.II pg ebat, c'hoari (Jeu. Amusement. Divertissement).

Ha c'hwi a anavez ar c'hoari-se ?

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoari (Connaissez-vous ce jeu-là ?)

Kalz c'hoarioù a vezo eno.

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoari (Il y aura là plusieurs divertissements).

c'hoari goaf

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'hoari-goaf (Joute, combat à cheval d'homme à homme avec des lances, soit à outrance, soit par divertissement), stourmérez

c'hoari pilpod

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'hoari-pilpod (Voyez "c'hoari-stouf").

c'hoari stouv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'hoari-stouf (Le jeu de la galoche).

Ar c'hoari hen dismanto a-barzh nemeur.

1850
Daveenn : GON.II pg dismañta, dismañtra (Le jeu le ruinera avant peu).

c'hoarioù

1850
Daveenn : GON.II pg c'hoari (Jeu. Amusement. Divertissement. Pl.) + p.16, livre premier, "des jeux".

c'hoari

1850
Daveenn : GON.II p.16, livre premier, "jeu".

Eno, en-dro d'ar marc'h, setu c'hoari ha freuz o tigeriñ 'vit an arc'hant. Hor gwazed vat ha dizamant, evit sachañ moneiz d'o beg, a grog e moue al loen lorc'hek

1867
Daveenn : MGK p6

P'o devoe en em gutuilhet, / Rebechet, youet, rendaelet / A-bep-eil en em damallet, / Ar marmouz, o welet penaos edo 'r c'hoari, / A lavaras dezho, droug ennañ a-zevri : / - "Bremañ, va mignoned, me oar mat ho toareoù, / Hag ho-taou e paeoc'h ar gwir hag ar mizoù.

1867
Daveenn : MGK p37

Ganeomp-ni ne vezo nemet ebatoù ha c’hoarioù evit diskuizhañ ar c’horf ha laouenaat ar galon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.176

An dra-se ne raje netra ; n’eus forzh petra ' vije ; ar maer a c’helle lavaret d’an Aotrou Person peseurt "chap" da lakaat da Sul, war beseurt ton kanañ ar "C’hirie eleison"... Ha da c’housperoù ma'n divije mall ar maer da vont da ober ur "barti domino", pe un abadenn c’hoari-voulloù, e vije barnet ar person, pe vije kontant pe ne vije ket, da ganañ un tamm "Laudate", rak berroc’h eo eget an "Exitu Israel"...

1877
Daveenn : EKG.I. p.6

Ha neuze, bremañ eo savet ar c’hanolioù betek Keinigou, hag ac’hano e touarent ac’hanomp evel en ur c’hoari. Kollet e oamp, siwazh ! anat e oa.

1877
Daveenn : EKG.I. p.288

— Na perak ne rit-hu ket a lizher pa’z eo gwir hoc’h eus c’hoant ho-taou da ober ? — Eno, just, eo emañ ar c’hoari. Penaos ober lizher, pa’z eo gwir ne ouzomp na skrivañ na lenn hini ac’hanomp hon-daou ? — Neuze eo ret klask ur skrivagner.

1877
Daveenn : EKG.I. p.92

Anna a chomas c’hoazh war vale evit lakaat pep tra en e renk, war he meno ; mes, e gwirionez, evit lavaret kenavezo e oa, evit ar wech diwezhañ da gement tra a yoa en ti hag a yoa bet test, en e bugaleaj, eus he c’hoarioù [k]entañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.267

An Itron Le Guen n’oa ket dinec’h, evit gwir ; evelato n’oa ket re nec’het kennebeut ; meur a wech [e] oa bet a-ziaraok, en he zi, furch ha klask da veleien, ha bep tro he doa gellet tennañ he spilhenn eus ar c’hoari.

1878
Daveenn : EKG.II p.223

Mes, gant teil ma c'hrevier ha ma forzh, skarzhadur an douvezioù, hag hemañ, ar c'haoc'h-houarn-mañ e ran c'hoari gaeroc'h ha teir gwech muioc'h digoust ha dilabour.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

touellet eo gant ar c'hoari

1909
Daveenn : BROU p. 430 (il est passionné pour le jeu)

An hini tremenet a yae neuze d’al letonennoù ec’hon ma teue ar re varv da lidañ o c’hoarioù a-gevret.

1923
Daveenn : SKET p.74

War an eil glazenn e raed dreist-holl troioù-nerzh ha c’hoarioù a bep doare.

1924
Daveenn : SKET.II p.19, notenn (4)

c'hoarioù ouesk

1931
Daveenn : VALL pg acrobaties

c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg affaire (action difficile), amusement

c'hoari ar c'horn

1931
Daveenn : VALL pg (jouer au) bouchon

c'hoari Saozig

1931
Daveenn : VALL pg (s')amuser, barres

c'hoari bilhard

1931
Daveenn : VALL pg billard

c'hoari emgannata

1931
Daveenn : VALL pg assaut (d'escrime)

c'hoari gaer!

1931
Daveenn : VALL pg (la belle) affaire

a-zevri ganti o c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg (dans l')ardeur (du jeu)

hemañ a zo ur c'hoari all

1931
Daveenn : VALL pg (ceci est une autre) affaire (!)

lakaat berv er c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

lakaat buhez er c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

lakaat fiñv er c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

lakaat herr er c'hoari

1931
Daveenn : VALL pg animer (donner de l'animation au jeu)

setu amañ ur c'hoari all !

1931
Daveenn : VALL autre

C'hoari kraoñ : a-raok ma oa kanetennoù, gant kraoñ-gall e veze c'hoariet da lakaat anezho da ruilhañ en un toullig 'kichenik ur vur.

1944
Daveenn : EURW.1 p24

C'hoari ar c'hilhou : Nav gilhenn goad begoù moan, savet teir-ha-teir, hag ur voul dev a veze stlapet warno, diouzh ar pal, evit o diskar.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Gant ur bilhed a vil lur e prenas Olier Sagory, an teñzorer, ur bern kasedadoù evaj, gwer, asiedoù, c'hoarioù kartoù ha dominoioù, damieroù hag all...

1944
Daveenn : EURW.1 p.163

Hepdale, ar paotrig-se a ziskouezje dezho e nerzh, evit dougen ar sac’h ar pounnerañ, hep chom war-lerc’h, na skuizhañ nepred, e ampartiz war an embregerezh-korf, war ar rederezh, war gement c’hoari eskuit, en ur ger, ur gwir soudard, a voe anvet kaporal a-raok diwezh e vloavezh kentañ servij, ha serjant goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

« Gant kaniri, gourenadegoù, « c’hoarioù breton ». Barrek oc’h war se ? » -«Me ‘esaio.»

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

C'hoari horell : pemp pe c'hwec'h, gant pep a vazh-dotu, a ra pep a doullig war an dachenn ha beg o bazh e-barzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

C'hoari mouchig-dall : unan mouchet e zaoulagad dezhañ gant ur mouchouer-godell, a red da dapout ur c'hamarad bennak hag a vez mouchet d'e dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

C'hoari polotenn : stlepel an eil d'egile ur bolotenn leun a vrenn, bet gwriet gant ar vamm pe ar c'hoar vras.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

C'hoari stuf. Unan a roe « stuf » d'un all, (touch dezhañ gant e viz) ; an hini stufet a rede war-lerc'h un all, da reiñ stuf dezhañ, hag an dra-se a c'helle padout pell, betek ma sone ar c'hloc'h, pe an añjelus, pe me oar ; an diwezhañ stufet a veze mezhus o vont d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

« Den ne responto bremañ ? Bremaik, kement a drouz ha, bremañ, parret ha prennet genoù Chann hag hini Marjan ? Setu aze ur c’hoari ! Alo ! hini ebet ac’hanoc’h ne lavaro netra ; padal bremaik, en ur zont, va c’hamalad a lavaras din : « Selaou ! Ma n’eo ket satanazet an ti-forn ? »

1944
Daveenn : ATST p.88

Ha setu Lom da c’houlenn digant ar mevel bihan : — « He ! paotrig, daoust ha diaes eo kas ar vag-mañ eus un tu d’an tu all d’ar stêr ? » — « O ! feiz n’eo ket avat. Ur c’hoari nemetken. »

1944
Daveenn : ATST p.95

C'hoari galoch, pe c'hoari pezhioù. Ar galoch a oa un tamm koad en e sav ; ar pezhioù a oa pladennoù houarn graet gant ar marichal, pe aliesoc'h, d'ar vugale, mein-to benet ront.

1944
Daveenn : EURW.1 p22

Pa grog ar c'hoari, emañ ar person en ur sal vras, azezet war ur gador-vrec'hek hag oc’h echuiñ lenn e vreviel.

1960
Daveenn : PETO p27

A-hend-all, steuenn ar c'hoari, an doare ma 'z eo reizhet hag an dud all o lakaat buhez ennañ, war-bouez ar Marc'heger, a zo o terc'hel lec'h Loeiza Gareg, ha Keroulaz, e vreur Kerroc'h ha Kersalaun, a zo bet ijinet hep an disterañ doujañs e-keñver ar pezh a zo bet c'hoarvezet.

1960
Daveenn : PETO p9

Ur c'hoari diaesoc'h eo avat doñvaat un antilopenn-varc'h eget un antilopenn-zour, rak ul loen-noz eo honnezh, ha kaer e oa ober ne rae va hini nemet garmiñ ha krial a-hed an noz... evit gelver he mammig emichañs.

1985
Daveenn : DGBD p161

Amañ koulskoude hon eus c'hoari da gaout gant ar penn-kêr, ur paotr fin war e veno, hag ur pabor ouzhpenn : kalz geizoù a zo gantañ pa zeu d'hon degemer.

1985
Daveenn : DGBD p132

Un tamm gouel a oa bet aozet eno evit al labourerien, gant c'hoarioù heñvel a-walc'h ouzh ar re a vez dre amañ da heul ar pardonioù.

1985
Daveenn : DGBD p42

Etimologiezh

Termen testeneniekaet e henvrezhoneg dindan ar stummoù "huari" pe "guari". Ger kar d'ar c'hembraeg "chwarae" ha d'ar c'herneveureg "gwary".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial