Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Obererezh dibab, diviz. Ober un dibab, dibaboù. Oc'h ober un dibab sistr emaon. Un dibab zo bet graet etrezo o daou. HS. choaz. 2. Gwechiad dibab (I A 2). Ober un dibab d'ar patatez. 3. Stroll, hollad traoù dibabet. Un dibab kentelioù, barzhonegoù. DHS. dastumad. II. H.g. 1. Gwellañ lodenn zo en udb., gwellañ re zo en ur stroll tud, traoù. Aet eo an dibab gantañ : ar pep gwellañ. Lezennoù evit gwareziñ an dibab diouzh al lastez. Setu an dibab eus bugale ar skol. [1923] Rak an dibab eus yaouankiz ar vro-Wenn eo, hep nep gaou, a loc’has neuze eus ar Sav-heol d’ar C’huzh-heol. 2. Tr. adv. EUS AN DIBAB, DIOUZH AN DIBAB : eus ar gwellañ, dispar. Tud diouzh an dibab. Un amzer eus an dibab.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

dibab

1659
Daveenn : LDJM.1 pg choisir

labour diouzh an dibab

1732
Daveenn : GReg pg délicat (ouvrage délicat)

an dibab eus an noblañs

1732
Daveenn : GReg pg fleur (La fleur de la noblesse, l'élite.)

graet diouzh an dibab

1732
Daveenn : GReg pg forme (Qui est dans les formes.)

diouc'h an dibab

1732
Daveenn : GReg pg (par) excellence, (comme il) faut

dibab

1732
Daveenn : GReg pg élite (choix)

bezañ e voant holl diouzh an dibab

1732
Daveenn : GReg pg (c'étoient tous des gens d') élite

graet diouc'h an dibab

1732
Daveenn : GReg pg bienfait (fait comme il faut)

ar choaz, an diuz, an dibab, eus an dud yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (l') élite (de la jeunesse)

tud dioc'h an dibab

1732
Daveenn : GReg pg choisir (des gens choisis)

An dibab eus an dud yaouank eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dibab (C'est l'élite de la jeunesse).

diouzh an dibab

1850
Daveenn : GON.II pg dibab (Choisi, délicat, excellent, par excellence, comme il faut).

dibaboù

1850
Daveenn : GON.II p.15, livre premier, "des triages".

dibab

1850
Daveenn : GON.II pg dibab (Choix, préférence volontaire. Elite. Election, action d'élire. Triage. Au figuré, discernement), dilenn, diuz, p.15, livre premier, "triage".

dibaboù

1850
Daveenn : GON.II pg dibab (Choix, préférence volontaire. Elite. Election, action d'élire. Triage. Au figuré, discernement. Pl.)

Grit ho tibab.

1850
Daveenn : GON.II pg dibab (Faites votre choix).

arabat 'oa touiñ, va den mat; ne oa ket ho kouign dioc'h an dibab

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Graet en deus avat un dibab anezho evel ma tere d'ur c'hristen mat a zen, d'un den fur, d'ur Breizhad gwirion.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XI

dibab

1909
Daveenn : BROU p. 225

Rak an dibab eus yaouankiz ar vro-Wenn eo, hep nep gaou, a loc’has neuze eus ar Sav-heol d’ar C’huzh-heol.

1923
Daveenn : SKET p.138

Hag an dibab eus ar vugale anezho eo a voe hadenn ha kentañ gwrizienn poblad ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.44

Evit ar chatal, loened eus an dibab a oa anezho holl, dinamm, peurwenn, bet savet ha maget a-benn kefridi d’o c’hinnig dezho, war gwellañ peurvanoù ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.61

An niver a frankizennoù, a ra e-kreiz ar faouegoù hag an dervennegoù kel lies a heolienn, a zo anezho peurvanoù a zibab, glas, tev, tener, saourek, ma tiwan enno ur geot mat d’ar saout ha dispar d’ar c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.95

Eno en em zastume, en em unane an dibab eus an dud dilezet gant Doue.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Pell, pell-amzer e oa abaoe m’en devoa graet ar paotr e zibab, abaoe m’en devoa faoutet gant e gontell biz-meud ur plac’hig yaouank ha sunet dezhi he gwad, abaoe m’en devoa hi dalc’het semplet entre e zivrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezhig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kuñv a oa antreet en e eñvor.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Ha pa vez yen an amzer, gleb an dilhad, kropet an daouarn, an ivinrev er bizied, m’en asur deoc’h, n’eo ket ar vicher un dibab evit ur pennhêr pinvidik.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

dibab bleunioù

1931
Daveenn : VALL pg anthologie

dibab

1931
Daveenn : VALL pg assortiment

dibab klok

1931
Daveenn : VALL pg assortiment

dibab diglok

1931
Daveenn : VALL pg assortiment

SEITEKVET PENNAD Daou besketaer eus an didab [sic, "dibab"]

1944
Daveenn : ATST p.105

Goulennet e oa diganin ober lod eus kor ar chapel ; hemañ a oa renet gant an aotroù Duffner, Alzasiad ivez, ha muziker eus an dibab.

1944
Daveenn : EURW.1 p52

Dont a rae Jañ-Pier Gwichard, lesanvet « Kuch », da zrailhañ koad ; Kuch kozh a oa ivez ur c'honter-kaozioù eus an dibab : me a veze bepred war e dro, o c'houlenn digantañ ur baribolenn bennak.

1944
Daveenn : EURW.1 p19

An aotrou Louis Tiercelin, a oa rener ar gelc'hkelaouenn [sic, gelc'hgelaouenn] 'l'Hermine' e Roazhon, a ginnigas din dor digor en e gevrenn hag enni e voe embannet, ha me c'hoazh war ar bankoù skol, un dibab eus ar gwerzioù brezhonek a saven.

1944
Daveenn : EURW.1 p64

-"Grit bremañ ho tibab", a hiboudas an ostizez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.90

Gorsedd Breizh-Veur hor boa c'hoant da gemerout skouer warnañ, da sevel unan bihan en hor bro, a vije galvet ennañ an dibab eus ar vrogarourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.154

Me, Helgouarc'h, a zo va flanedenn, dre c'halvedigezh ha dre zibab, bezañ ur manac'h hag ur beleg, hervez youl Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.56

Stourmet 'm eus outo start d'ampellañ c'hoazh an deiz, / An deiz enkrezus-mañ, ma dibab 'vo ret deoc'h / Etre sujañ d'an urzh pe, en abeg d'ar Feiz, / Nac'h touiñ dre ho le ha koll frankiz ha peoc'h.

1960
Daveenn : PETO p15

Un amzer eus an dibab a zo.

1985
Daveenn : DGBD p13

Hollbouezus eo dre ma vez holl rannadur penn an iliz, an niver a chapelioù, o ment, diouzh an dibab-se.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

"Un enor eo din ho tibab"? Amoedaj eo an daou, a gav din, ken e lezan ma amzivin da gomz e'm lec'h. Onestoc'h eo da nebeutañ.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial