dibab
dibab
dibabet
dibab
tud dibabet
dibabet
dibab
dibabet
en em zibab
Diaes-tre eo emichañs ober un diviz ha dibab war ur poent ken rouestlet.
Ha pe sujed em bije dibabet nemet unan a anavezen mat ? "Jakez Riou, e vuhez, an den, ar skrivagner".
- N'eo ket hon afer. Afer tud ar Bed eo en em zibab er seurt luziadelloù, hervez komz Doue : It, ha ganit bugale !
Dibabet en devoa ar Vaouez da benn-komz e gentel.
Goude treuziñ strizh-mor Skagerrak, e krogas d’an diwezh ar Vérité, met goustadig-tre, evel ur c’hrennard o tibab e hent dre ur wenojenn leun a fank, da loveal e meur a fjord gant muioc’h a gildro ha gouezoc’h c’hoazh eget re Sveden.
Er bloavezh 1906, an deiz ma savas kaoz eus dibab ur Prezidant nevez, e teuas davet Jord Klemanso [Klemañso] un toullad kannaded eus ar gostezenn gleiz : « Evit piv mouezhiañ ? e c’houlennjont digantañ – Evit an diotañ hini », emezañ.
Siwazh, ranket am boa ober va c’hañv war ar [c'h]ensonerezh, ur gevrenn a denne kalz re d’ar jedoniezh ; tanav a-walc’h e oa va skouarn hag en em zibab a raen gant va benveg, an trombonne, met arabat e oa din strivañ da bignal uheloc’h : Ne, sutor, ultra crepidam ! e lavared e Rom, hag e Priel : kaer az po c’hoari, gant ur sparfell biken ne ri ur goulm ! ha sed aze daou stumm disheñvel da zisklêriañ an hevelep gwirionez.
« [...] Biken ne zegouezho moarvat d’ar sonerien kaout tu na lañs da dennañ, ha dre-se ezhomm ebet n’o deus da c’houzout penaos en em zibaber gant ur fuzuilh ».
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
Gallet am bije, a gred din, en em zibab mat-tre gant c’hwec’h kant lur er bloaz, met o vezañ n’am boa ket tu da rastellat kemend-all a vadoù, ret[-]mat e oa din menel sac’het e Priel, ha klask ar primañ gwellañ ur stumm bennak da c’hounit va bara.
M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.
« Met unan a zaou, emezon, neuñvial pe en em veuziñ, pehini anezho a zibabi ? »
Ne oa ket deut an hini gozh a-benn d’ober ganin un den santel a veleg gouest, gant an deskamant spontus am boa, da vezañ galvet abred a-walc’h da berson kanton, met laosket he devoa ar soñj-mañ da ziwan en he c’halon : mard eo lakaet da Jarl sevel tiegezh e tibabin e koulz hag en amzer ur wreg dioutañ hag a vo ivez d’am grad.
Evidon-me, ar pezh am eus gwelet atav va labourerien nevez o souezhiñ gantañ eo e c'hellen, en ur ziskouez ul linenn gant va biz (gant harp ar c'hompas, anat eo) en em gavout el lec'h am boa dibabet war ur wazh-dour all bennak.
O vezañ ma ne oa ket anv da lazhañ ar c'hañfard-se, hon eus dibabet an eil diskoulm gwellañ.
N'eus nemet ur goulenn a dalvez : peseurt doare obererezh a vo dibabet evit bezañ efedus e-skeud ar strategiezh bet choazet ganimp?
En em zibab a ra Adrianí evit na vije diouer a netra er gêr hag ivez, ouzhpenn, da beurdogañ ar bern evit prenadennoù Katerina.
Abalamour d'an traoù-se, hag a zo bet dielfennet mat-kenañ gant ar skiantoù sokial, ez eo ret dimp gwelet hon obererezh en ur mod hollek, an abegoù hag an heuliadennoù a zo dezhi, evit dibab diouzh hor gwellañ ha kas da benn oberezhioù omp prest da sammañ tra ken.
Gallout a ra Yann Stourmer dibab riskloù bras evitañ avat, pa vefe war tachenn e labour, e zarempredoù gant tud all, e yec’hed pe e surentez zoken.
Marteze o dije ar re-se en em zibabet gwelloc'h egedon, a-benn ar fin, gant "Gresianed ar bloavezhioù '50".
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dibab