I. Adv.
1. Gwerzhañ, kas udb. evel-evel : e werzhañ, e gas hep degas cheñchamant d'ar stad ma oa.
Ne'm eus ket stipet ma marc'hadourezh, kaset em eus anezhi evel-evel.
2. (db. yec'hed, stad an dud)
Etre daou, na re vat na re fall.
« Penaos emañ ar bed ganeoc'h ? - Evel-evel. »
II. Impl. da doar.
CHOM, MENEL EVEL-EVEL : chom en hevelep stad.
An tour a vanas evel-evel.
&
Diw. c'hoap (db. an dud)
Chomet eo evel-evel : chomet eo tre-ha-tre evel ma oa, hep emdreiñ, hep mont war wellaat.