evel-henn
Evel-hen e tezrevell ar C’hresianed ganedigezh Keltos : An doue a reont anezhañ Herakles, hag hen e meur a geñver heñvel a-walc’h ouzh Teutatis ma c’hallfe bezañ an hevelep den, en dije ergerzhet gwechall an Europ war he hed, evit skarzhañ diouti an euzhadennoù, ar ramzed hag an dorfetourien ouzh he moustrañ hag he gwastañ.
Klevout a rejont an daou sistrer o komz evel-hen : Job : — « Emberr, me a yelo en ti. » Lom : — « Me a chomo er-maez. »
Ur pennadig kent na grogas an deiz da sevel, pa grede d’an dud war vale e oa sorennet va mamm, he devoa goulennet evelhen [sic, evel-henn] : « N’emañ ket va mamm aze ?... en anv Doue, va lakait war he barlenn, eno e fell din mervel ».
Pa fell d'ar vorianed diskouez ar gerentiezh rik a zo etrezo e klokaont o doare-lavar evel-henn : "breur memes tad-memes mamm", "breur memes tad" pe "breur memes mamm".
"Setu", eme Boole. "C'hoarvezet eo evel-henn."