Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. Termen a dalvez da verkañ un enebadenn, ur strishadenn e-keñver ar pezh zo bet geriet a-raok. Kalz a boan o doa ; ne glemment ket evelato. Bihan eo o zi ; evelato eo dezho. DHS. evit-se, padal. HS. evelkent, koulskoude, neoazh. 2. Estl. Termen a dalvez da c'heriañ ar souezh, ar rebech. N'i ket kuit diouzh ar gêr hep merenn, evelato ! N'hoc'h eus ket lavaret an dra-se dezho evelato ! HS. evelkent, kement-se, koulskoude.

Skouerioù istorel : 
23
Kuzhat roll ar skouerioù

Dioc'h kleñvejoù ar bed e pare ar marv : / Mat pe fall, 'vel ma'z omp, chomomp evelato ! / Gwell eo kaout poan eget mervel.

1867
Daveenn : MGK p68

Mard eo ret e varvin, 'velato e kredan E tle en em damall eveldon pep unan, Rak evit bezañ leal, hennezh a dle mervel en deus war e goustiañs brasañ pec'hed mervel."

1867
Daveenn : MGK p25

Evelato, ne chomas pell ; / Laret a reas d'he mignounez : / — « Ebat eo va doare ganez, / Ha koulskoude gwell eo va zi ; / Deus ganen, eürus e vezi. »

1867
Daveenn : MGK p127

« Arabat, 'velato, bezañ ganto foran ; / Rak din-me ha d'am seurt ne vez da lein, da goan / Terket bemdez kerkoulz tinell. »

1867
Daveenn : MGK p98

Dre nerzh ur pezh taol-feuk evelato pilet / Al loen, a-stok e gorf, a gouezhas morfilet.

1867
Daveenn : MGK p97

'Velato hed-ha-hed daou, tri bloaz a dremen ; / Dont a ra da nec'hiñ, ne deu den d'he goulenn.

1867
Daveenn : MGK p56

N'eo ket deiz c’hoazh, hag evelato n'eo ket noz kennebeut.

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

Evelato e root amzer din da lakaat dilhad all ha da z[a]stum ur c’hrez bennak da vont ganen.

1877
Daveenn : EKG.I. p.14

Treiñ a ris va alc’houez ; ar gleizenn a deuas ganen, evel un dudi, war he c’hiz en ur wigourat evelato kement, ma krozas an iliz evel pa vije laosket enni un tenn fuzuilh.

1878
Daveenn : EKG.II p.124

— An traoù-se ne sellont ket ouzhin-me. N’eus ket gourc’hemennet din lavaret deoc’h perak on deuet d’ho kerc’hat, n’em eus ken urzh nemet d’ho kas da brizon Lesneven. Evelato e c’hellan lavaret deoc’h oc’h tamallet diwar-benn gwall draoù. Klevet [e]m eus lod anezho gant ar jeneral Canclaux, a ra stad bras ac’hanon.

1878
Daveenn : EKG.II p.61

Elato

1909
Daveenn : BROU p. 237 (néanmoins)

Evelato, kement ha diwall na vefe tamallet din lezel er-maez un dra bennak, ez an da ziskuilhañ e berr gomzoù ar pezh am eus klevet diwar-benn se er C’hres hag en Iberi.

1923
Daveenn : SKET p.32

Rak, mar galler fiziout e kounerezh mab-den, evelato e tigouezh a-wechoù, da heul kozhni pe gleñved, ez afe war zisleberiñ pe zisteraat, hag e teufe an eñvoradurioù da vezañ arvarus.

1923
Daveenn : SKET p.20

An Ao. Jonkour ne roe ket a skandal deomp, evit lavaret gwir ; mes n'oa ket a fouge ennomp evelato ouzh e glevet !

1924
Daveenn : CDFI niv. 2302, 29 mars, p1

— Ar vadeziant, goude ar c’huzh-heol, evelato, Marc’harid, c’hwi ’oar, badeziant ar re vastard. An interamant, n’ouzon ket, evelato… Marv hep anzav he fec’hed, marv hep sakramant !… Skouer fall d’an holl verc’hed yaouank… skouer fall d’an holl dud ar barroz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Daveenn : SVBV p10

Talvoudus eo, evelato, diverrañ ar pezh a sonj ar ouizieion diwar-benn an traoniennoù-se, o rummata, o zaolennañ, displegañ ar goulakadurioù pouezusañ savet evit o displegañ.

1943
Daveenn : TNKN p13

Ma ne oa ket aet holl barrez Lotei da Garreg-al-Louarn, e oa aet di evelato kalz a dud eus Lotei : Yann Tarkiz, eus Toull-ar-Broc’h, Reun Nikod, eus Park-ar-Vur, Miliner, eus Toull-ar-Vouezh, Lan ar C’hariou, eus Troboa, Jakez Riou, eus Pennavern, Herveig Mazeaz, eus Kervetouz hag ur bern paotred all.

1944
Daveenn : ATST p.79-80

Dre ma kerzhemp, evelato, soñjezonoù teñval a save d'hor penn.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Soñj am eus, evelato, e voe diouganet distruj Pariz. Diouganet e voe c'hoazh diac'hub Breizh, war lerc'h ur brezel spontus etre ar Sav-Heol hag ar C'huzh-Heol.

1944
Daveenn : EURW.1 p.156

Gouzout a reomp, ni eo ar gerent tostañ ; evelato e oa dleet da hennezh kozh soñjal en e vignon, daoust dezhañ bezañ marv, ha mont ar c’hentañ da gas ar c’heloù d’an intañvez ha da reiñ kalon dezhi en he flanedenn griz.

1944
Daveenn : ATST p.38

- Evelato ! Sell 'ta Mari plac'h farv [sic « faro »] ! eme, a-greiz-holl, ur vouezh skiltr a-dreñv e gein. Ar breur Celestino an hini oa, ur c'hwitouz anezhañ, rubenn ha dialanet gant e redadenn.

1949
Daveenn : SIZH p.44

N'emaon ket krenn hep anaoudegezh war al lestr evelato; adkavout a ran eno, evit ober hent ganin, daou zouarour all hag am boa gwelet e Pariz pa oan bet eno o sinañ va c'hontrad labour.

1985
Daveenn : DGBD p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial