I.
v.g.
1. Reiñ un trouz, trouzioù trumm da glevet.
DHS. tarzhañ.
2. Ent strizh
[1499] Ober un trouz, un heuliad trouzioù trumm ha dibad, dre skeiñ ouzh udb.
An dorozioù a strap, ar mogerioù a horjell. Delc'her a ra ar prenestr da strapañ. An Ankoù a lakae e garvanoù da strapañ e-giz strakerezioù.
HS. strakal.
3. (db. ar boudoù bev)
[1499] Gourlammat.
II.
v.k.e.
1. Disteuler feuls.
Hag an diaoul o strapañ e verzher e-touez ar re a oa eno.
DHS. stlepel.
HS. delazhiñ, stropañ.
2. (db. an dorioù hag an traoù damheñvel outo)
[1931, 2015] Serriñ feuls, gant un trouz trumm ha dibad.
Mont a ra kuit en ur strapañ an nor war e lerc'h. Na strap ket an nor evel-se !
HS. strakal.
3. Hejañ (udb.) gant trouz.
&
Ent krenn
An dienn a voe lakaet er ribod, hag e-pad un hantereur e chomas Yann da strapañ, met an amanenn ne zeue ket !
4. Ent strizh
Hejañ (ur pezh lien) gant trouz evit e zistennañ.
Strapañ liñselioù.
5. [1732] Jahinañ ub., reiñ ar strapadenn.