Dezverkoù all

Stankter implij : 

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

Un eritaj eo a zo digouezhet din.

1732
Daveenn : GReg pg heritage (C'est un heritage qui m'est échu.)

degouezhet mat eo

1732
Daveenn : GReg pg (elle est bien) établie

e-touez tud onest ha tud vat ez eo degouezhet

1732
Daveenn : GReg pg (elle est bien) établie

degouezhet gant ur re dre ar gwir a suksesion

1732
Daveenn : GReg pg devolu (uë, acquis par un droït de devolution)

Pep a di a zo degouezhet dezho.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Ouc’hpenn-se, digouezhet mat-kenañ oc’h. Dec’h diwezhañ, merour an aotrou de Kermoysan [sic, Kervoazan], a vaner Kerandraoñ, a yoa bet o tigas din samm e loan a lin da nezañ, ar c’hentañ ar gwellañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.230-231

War se, an tren a gimiadas diouzh Arles ha damgoude edomp degouezhet e gar Masalia, hep droug, hep diroudennañ, ha peuzdiskuizh.

1929
Daveenn : SVBV p11

degouezhet

1931
Daveenn : VALL pg adventice

kerkent degouezhet, kerkent galvet

1931
Daveenn : VALL pg aussitôt (arrivé, aussitôt appelé)

mennozhiadoù degouezhet

1931
Daveenn : VALL pg (idées) adventice(s) (Descartes)

A dra sur ez eo degouezhet an darvoud-mañ e broioù ar fiordoù koulz hag er re all; kuzhet eo bet evelato gant dilec'hiadoù a-sonn an douar er broioù-se.

1943
Daveenn : TNKN p50

Hag amañ emañ echu istor an ti satanazet, degouezhet e Lotei hanter-kant vloaz ’zo. ECHU

1944
Daveenn : ATST p.133

Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Degouezhet e oa ivez ur manac'h yaouank all, ar breur Alano, keneil brasañ ar breur Arturo, ha Breizhad eveltañ.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Galvet e voen d’e vete an deiz kentañ, rak gwech ebet ne dremene hep ober anaoudegezh gant kement paotr yaouank nevez-zegouezhet dindan e bav.

1954
Daveenn : VAZA p.84

Degouezhet en Aod an Olifant e devezhioù kentañ miz kerzu 1946, ne erruas ganin kaout ar c'hasedoù am boa lakaet en hent a-raok kuitaat Pariz, nemet war-dro bloaz goude ; ha buan a-walc'h e vijen deuet en-dro a-raok n'am bije bet anezho !

1985
Daveenn : DGBD p22

Pa erruomp war leurgêr Omonia ez eo evel pa vijemp degouezhet war-eeun eus gouelec'h ar Sahara e janglenn Amazonia.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial