Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Mui-ouzh-mui, war an tu fall. Mont a reas an traoù gwashoc'h-gwazh.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

monet gwashoc'h-gwash

1732
Daveenn : GReg pg aller, (tomber en) decadence, decheoir

Ar c’hi a skrabe hag a razailhe gwashoc’h-gwazh : n’oad ket evit hen derc’hel, kement a gounnar a oa ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.139

Gwir a lavar ar c’here, eme ar c’habiten, en ur bec’hiñ gwashoc’h-gwazh hag en ur skeiñ muioc’h-mui taolioù botoù war an douar.

1878
Daveenn : EKG.II p.161

Gwashoc'h-gwashañ ez a ganez. Ne ouzomp ket betek pelec’h ez i ma vezez lezet. — Perak ne gredit-hu ket ac’hanon ?

1878
Daveenn : EKG.II p.282

Bezañ ez eus a-hend-all war-zu ar sav-heol, ur vammvro all, hini hon enebourien: Bro-C'hall, pehini, goude laerezh Dugelezh dishual hon tadoù dre un dimeziñ rediet, heuliet gant ur c'hontrad, rediet ivez hag ouzhpenn-se torret da c'houde, a dalc'h ac'hanomp abaoe 1491, 1532, ha 1793 en ur sklaverezh dismegañsus gwashoc'h-gwazh.

1911
Daveenn : PSEP p V

Darn all, tort a bep tu, kamm, jilgamm, penngamm, a jale, a huanade, a glemme, a derme gwashoc’h-gwazh an eil eget egile, evit dispegañ diouzh yalc’h ar belerined un diner, ur gwennegig bennak marteze.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial