Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. BETEK [E]. A. 1. (en egor) Ger a dalvez da verkañ ul lec'h a dizher, a c'haller tizhout. Mont betek an aod. Ne oant ket deuet betek ennon, em betek. Betek amañ, betek eno. Betek pelec'h ? Eus Gwengamp, adalek Gwengamp betek an Oriant. Eus al laez betek an traoñ,, eus penn an nec'h betek an traoñ. [1877] Mont a ri betek ennañ, kousto pe gousto [...]. [1877] [...] deuet int war hor lerc’h betek e kêr Gastell zoken. 2. (en amzer) Ger a dalvez da verkañ ur mare a dizher, a c'haller tizhout. Betek dimeurzh diwezhañ, betek disul kentañ. Betek antronoz. Adalek dek eur betek kreisteiz. Betek bremañ, betek neuze. Betek amañ : betek bremañ. Betek pegoulz ? Betek ar gozhni, betek e varv : betek mare e gozhni, e varv. 3. (en egor, en amzer) Termen a dalvez da ober anv eus ur vevenn a vez tizhet, a c'hall bezañ tizhet gant un hed, ur pennad amzer. Ober a reont betek ul lev war o zroad evit mont da gerc'hat boued. Betek pegeit e pado ar c'hoari-se ? 4. Tr. adv. (dirak un ak., en egor pe en amzer) Tre betek : dres betek. Kerzhet o doa tre betek ar porrastell. Tre betek ar mintin e vanas kousket. & (dirak un ak. pe ur rag.) War vetek : war-bouez. Daou vetrad war vetek tri c'hantimetrad. Teir sizhun e oa bet eno war vetek nebeut. B. Dre ast. 1. (dirak un ak., un av.) Ger a dalvez da verkañ ur vevenn a dizher, a c'haller tizhout. Niverennet eo ar follennoù adalek unan betek ugent. E youc'hadennoù skrijus a yeas betek he c'halon. Kavout a raent abeg betek en o doare skrivañ. Sentiñ a rafe betek mervel. Glac'haret e oa betek skuilhañ daeroù. Betek gwelet: ken ac'hanen ma vo gwelet. & Komz betek ar moug : betek mougañ. 2. (dirak un ak.) Ger a dalvez da verkañ ur vevenn n'eer ket en tu-hont dezhi. O bevañ a rin betek o merenn : o bevañ a rin nemet n'o do ket o merenn diganin. C. (dirak un niv. peg. heuliet gant gwech) Dre. Betek teir gwech em eus klasket digeriñ an nor. D. (dirak un av.) Kement ha. Roet e vo ul levr brav dezhañ betek ober. Distagit dimp ur ganaouenn bennak betek lakaat an dud da c'hortoz. Betek reiñ, roit kalz. Betek laerezh, koulz laerezh a-vras. E. Trl. skeud. Mont betek penn, betek pal, kas an erv da benn betek an talar : kas udb. da benn. & Skarzhañ un ti betek al leur : e naetaat penn-da-benn. & Bezañ ouzh taol betek toull e c'houzoug : Bezañ da vat oc'h ober chervad. & Mont betek ar mouch*. & Gouzout udb. betek an diwezhañ : gouzout reizh an dra-se. Gouzout betek an diwezhañ pet seurt traezoù zo en e stal. & Mont betek keit all : mont ken pell, en e gomzoù, en e oberoù. F. (dirak ar stl. ma heuliet gant ur v. displ. en amzer-da-zont an doare-diskl.) Termen a dalvez da c'heriañ un het. Betek ma ne ray ket erc'h ! II. Adv. 1. (dirak ur ger, un droienn a denn d'un niver, d'ur c'hementad) Ger a dalvez da verkañ ur vevenn a dizher, a c'haller tizhout. Betek pemp kant den a oa war al leurgêr. Betek pevar e vezont a-wechoù er burev-se. & Betek re : en tu-hont d'ar pezh zo dleet, koulz lavaret. Betek re a zebrez a-wechoù. Betek re e labouront. Bezañ aketus betek re. 2. (dirak un ak.) Zoken. Betek e arrebeuri a rankas gwerzhañ : e arrebeuri, zoken, a rankas gwerzhañ. Betek d'e vugale e ra aon. 3. Tr. adv. (en amzer) Da vetek : da c'hortoz. Da vetek, an devezhourien a ray ar geusteurenn. III. Tr. stl. isur. A. BETEK MA. 1. (e deroù un islav. amzeriañ pe un islav. a dalvez da verkañ ur stad) Troienn a dalvez da verkañ ur vevenn a dizher -a c'haller tizhout- en amzer, e-keñver saviad pe saviad. Chom a ray war da dro betek ma vi pare. Skeiñ a reas gant ar bleiz betek ma ne fiñvas ket al loen ken. & (dirak ur v. displ. en e st. nac'h) Betek ken na : betek ma ne. Mont a reas e stal da stalig betek ken na chomas mui netra gantañ. 2. (e deroù un islav. a verk un heuliad) Ken ma. Karget e oa an div vag betek m'edont war-nes gouelediñ. B. (e deroù un islav. abegiñ) 1. BETEK MA, BETEK PA : o vezañ ma. Betek m'emaomp e-kichen an ti eo kenkoulz dimp mont tre. Poent e dimp mont da brenan hor profoù Nedeleg betek p'emaomp e dibenn ar bloaz. 2. BETEK MA, BETEK PA : pa. Droug a zle bezañ ennañ betek ma youc'h kement all. Deomp dezhi betek pa rank an traoù mont evel-se. C. (e deroù un islav. divizout) BETEK MA : gant ma. Betek ma c'hounezint arc'hant eo heñvel an traoù dezho. HS. adal (ma), war-bouez (ma). D. (e deroù un islav. genveriañ) 1. BETEK MA, BETEK PA: kement ha (+av.). Betek ma roit, roit kalz : kement ha reiñ, roit kalz. N'en deus ne met drailhañ pep tra betek m' emañ ! : kement hag ober ! Riz a boazhin ivez betek p' emaon : kement hag ober, keit hag emaon ganti. 2. Betek pa : a gement ha ma. Ne zlefe ket ober seurt traoù betek pa'z eo Breizhad : a gement ha ma'z eo Breizhad.

Skouerioù istorel : 
140
Kuzhat roll ar skouerioù

bet[ek] amañ

1499
Daveenn : LVBCA p19, 36 (iucques cy)

hag evel-hen bet[ek] ar mil

1499
Daveenn : LVBCA p20, 36, 75, 94, 145 (et ainsi iucques a mile)

En trede, [eo ret,] goude bezañ en em laeket d'an daoulin dirak an c'hofeser ha lavaret Confiteor bede mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù hep lezel nigun gant e goun mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn peheni a vezo ordrenet gant an c'hofesour.

1622
Daveenn : Do. p42

betek amañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg beteg (aman)

betek ennañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg verr (luy)

pe vete peur ?

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (d'icy a) quand ?

betek

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bete

D'an trede, goude bezañ en em laket d'an daoulin dirak ar c'hofesour, ha lavaret ar c'honfiteor bete mea culpa, kofes tout e holl bec'hedoù, hep lezel nikun a-ratozh-mat, ha goude-se ober devotamant ar binijenn a vezo bet ordrenet deoc'h.

1677
Daveenn : Do. p43

kanton, pe en hini an hirañ deizioù en hañv a bad bede ur serten eur

1732
Daveenn : GReg pg climat (espace de terre, où les plus grands jours d'été vont jusqu'à une certaine heure)

betek

1732
Daveenn : GReg pg abbois

bede neuze

1732
Daveenn : GReg pg alors

adalek Kemper bede Kemperle

1732
Daveenn : GReg pg depuis (Quimper, jusqu'à Quimperlé)

adalek ar sevel-heol bede ar c'huzh-heol

1732
Daveenn : GReg pg (du levant jusqu'au) couchant

fermder bede ar fin

1732
Daveenn : GReg pg constance (perséverante)

bede 'r penn

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au) bout

bede 'r pal

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au) bout

bede 'r fin

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au) bout

adalek an eil penn bed egile

1732
Daveenn : GReg pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre)

liskiñ bede al ludu

1732
Daveenn : GReg pg brûler (consumer entierement)

adalek an treid bede 'r penn

1732
Daveenn : GReg pg (de pied en) cap

adal an treid betak ar penn

1732
Daveenn : GReg pg (de pied en) cap

bede goueled ar galon

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au fond du) coeur

bez edo en dour bede ar vandenn

1732
Daveenn : GReg pg (il étoit dans l'eau jusqu'à la) ceinture

bez edo en dour bede an dargreiz

1732
Daveenn : GReg pg (il étoit dans l'eau jusqu'à la) ceinture

holl, ha gwitibunan, bede-hac-unan

1732
Daveenn : GReg pg (tous en general, &) chacun (en particulier)

bede kreiz ar galon

1732
Daveenn : GReg pg (jusqu'au fond du) coeur

foetiñ betak er gwad

1732
Daveenn : GReg pg fouetter (Foüetter jusqu'au sang, Van.)

adalek ar goueled bede an nein

1732
Daveenn : GReg pg fond (De fond en comble.)

adalek ar goueled bede al lein

1732
Daveenn : GReg pg fond (De fond en comble.)

bede an oad a seizh vloaz

1732
Daveenn : GReg pg age

bede ur wech all

1732
Daveenn : GReg pg fois (A une autre fois.)

An obstinasion er pec'hed bede ar fin eus ar vuhez.

1732
Daveenn : GReg pg final (L’impénitence finale.)

den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent

1732
Daveenn : GReg pg adolescent

kousket bede pell an deiz, bede kreisteiz

1732
Daveenn : GReg pg dormir (la grasse matinée)

emañ rentet betek ar mouich

1732
Daveenn : GReg pg abbois

bede ar mouich

1732
Daveenn : GReg pg (a deux) doigts (de la mort)

gortoz bede un amzer all

1732
Daveenn : GReg pg differer (remettre à un autre tems, prolonger)

adalek tarzh an deiz, adalek ma vez goulaouet an deiz, ne baouez bede an noz

1732
Daveenn : GReg pg dès (le point du jour il ne cesse jusqu'au soir)

Evañ ha kanañ a raimp betek an noz.

1850
Daveenn : GON.II p.80

betek

1850
Daveenn : GON.II pg bété

adalek ar goueled betek al lein

1850
Daveenn : GON.II pg adâl

Troc'het en deus e c'har betek ar bev.

1850
Daveenn : GON.II pg béô (Il s'est coupé la jambe jusqu'au vif).

Va ambrouget en deus betek ar vourc'h.

1850
Daveenn : GON.II pg bourc'h (Il m'a accompagné jusqu'au bourg).

betek

1850
Daveenn : GON.II pg bété

bete, betek

1850
Daveenn : GON.II pg bété ("bété" devant une consonne et "bétég" devant une voyelle. "jusque" ou "jusques", "jusques à", "jusqu'à") + p.56, Table des Prépositions simples, "jusques".

Adalek ar goueled betek al lein.

1850
Daveenn : GON.II pg adâl (De fond en comble, du haut en bas).

ambrouget em eus-eñ betek an eil dor

1850
Daveenn : GON.II pg ambrouga

Betek amañ eo deuet ganin.

1850
Daveenn : GON.II pg bété (Il est venu jusqu'ici avec moi).

adalek ar penn betek an treid

1850
Daveenn : GON.II pg adâl

Bezañ e talc'himp mat betek ar marv.

1850
Daveenn : GON.II p.79, "Nous tiendrons bon jusqu'à la mort".

En dour edo betek an dargreiz.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dargreiz (Il était dans l'eau jusqu'à la ceinture).

Dilastr eo aet betek ar mor.

1850
Daveenn : GON.II pg dilastr (Il est allé lège jusqu'à la mer).

Dougit an dra-mañ betek an nor.

1850
Daveenn : GON.II pg dougen (Portez ceci jusqu'à la porte).

Mont a ri betek ennañ, kousto pe gousto, ha klevet a ri gantañ, ha gant ar vistri all, ar pezh a ranko da ober hor mestr-ni, an Aotrou Kerbalanek.

1877
Daveenn : EKG.I. p.78-79

Kalz soudarded am beus kollet, rak, hen anzav a rankan, tud ar vro-mañ en em gann gant kalon ; ne dec’hont ket evit un tenn na daou, deuet int war hor lerc’h betek e kêr Gastell zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.311

Ar re-se a Vrest a gav dezho eo ken aes galoupat ar vro-mañ adalek an Aber-Ildud betek Landunvez ha Kersent, dre-greiz ar pri hag ar vouilhenn, evel ma’z eo skrivañ urzhoù diwar ur gador vourell ; me garfe o gwelet en ho[l] lec’h-ni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222

E-feson e oa c’hoant bras da lakaat ar graban war an Aotrou Poullaoueg, rak, evel n’her c’haved ket e Lokournan, e voe kemennet da ur vanden all a soudarded dont eus a Vrest da sikour furchal kement kogn a yoa er vro, adalek Konk betek Gwitalmeze.

1877
Daveenn : EKG.I. p.211

O ! Pa soñjan e pe zoare stad on bet lakaet ganto ! Ha bremañ betek ar vugale a vousc’hoarzh o welet ac’hanon o vont a-biou.

1877
Daveenn : EKG.I. p.143

Rak mont a raent, pep hini d’e dro, d’her c’haout, d’e gogn, d’her c’hwesa, d’hen turiañ ; hag, evel ma’z oant minoueret gant un tamm neud orjal a oa e beg o fri, e skrabent hag e ribiñsent e feskennoù dezhañ betek ar gwad.

1877
Daveenn : EKG.I. p.125

Ur wech ma vez krog an diaoul en un den, er c’has hag er c’haso betek ar bern, betek ar gordenn zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.86

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Prest goude bezañ gwerzhet leveoù ar Sent e teuas e penn ar republikaned gwerzhañ ivez ar chapeloù, ar beredoù ha betek an ilizoù zoken.

1877
Daveenn : EKG.I. p.3

— Ya, gwir a leverez ; mes tud ar vro-mañ n’int ket bet diotoc’h eget ar re all. Evidon-me, a gav din o deus zoken betek re a skiant.

1878
Daveenn : EKG.II p.127

Betek ennon e teue sklaer klemmoù ar vouezh truezus-se, mes ne ouien ket he anaout.

1878
Daveenn : EKG.II p.47

Diskouez hoc’h eus graet din bete-vremañ hoc’h eus fiziañs ennon.

1878
Daveenn : EKG.II p.111

Pa veze ret ez ae zoken da gas ar c’heleier betek war-zu ar Mor-bihan.

1878
Daveenn : EKG.II p.185

tostaat a ra ouzh an Aoter, / Lec’h emañ kuzhet hon Salver ; / Betek an tabernakl santel . E sav neuze gwellañ ma c’hell. / Pa eo savet betek eno, / Goustad war an norig e sko, / En ur lâret gant kalz a fe[iz] : / "Jezuz, ha n’emaoc’h ket aze ?"

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Demp bremañ betek ar park kamm. Eno weli c'hoazh kaer pe gaeroc'h.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Derkeia ne rannas ger. Deut tre e-barzh al logell, ez eas betek an oaled. Eno, o trealañ, e lavaras distreset-holl he mouezh : « O paouez gwelout va zad emaon. »

1923
Daveenn : SKET p.104

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavezh eus ar renadur anezhan, e kimiadis diouzh ar gêr diazezet-don, mogeriet-kreñv, a laka an dorioù anezhi, pa droont war o mudurunoù, ar vro da dregerniñ adalek Luta betek Barron hag adalek Kamaranda betek Medionemeton.

1923
Daveenn : SKET p.11

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.115

Frond he c’hoadoù a c’hweshemp ha tourni lirzhin he gwazhredennoù, a-dreuz kant ha kant a levioù, a zigouezhe betek ennomp.

1923
Daveenn : SKET p.41

Gounezet e voe ganto dre an armoù holl zouar Baltia, diouzh ar c’hornog betek mor ar Goularz ha, diouzh an hanternoz, betek ar rannvro goadek ha braslennek dalc’het gant ar Sitoned. Ar vro-se d’ar Sitoned (Sitolandon), pe bro al Lennoù (Lukolandon), eo a anver bremañ Skandia pe Skandinavia, diouzh an anv a vez graet anezhi en o yezh gant ar « Gutoned », an « Teutoned » hag ar Semnoned.

1923
Daveenn : SKET p.123

Ha karet, meizet ha miret ez oa al Lezenn gant an holl betek en he fizhañ gourc’hemennoù.

1923
Daveenn : SKET p.67

Houmañ goustadik a chachas ar paotr betek enni, Mad[a]len ha Yannig a oa krog en he davañjer, Katellig a oa kousket en he c’havell [.]

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Betek mezviñ ez evont died, betek stambouc’hañ e tebront boued.

1924
Daveenn : SKET.II p.67

D’ar marevezh kelt-ha-roman emañ ar vrozh c’hoazh anezhi e gwiskamant an doue kavet en Hérange, Meurthe (Rev. arch. 1911, p. 222-3) ; douget eo bet betek en hon amzer gant menezidi Bro-Skos ha Palikared Bro-C’hres.

1924
Daveenn : SKET.II p.55, Notenn 7

Kastell Brechou ’ta a save e dourell a-us gwez bras ar c’hoad tilh a c’holoe ar run, adalek an Traezh-Gwenn betek mengleuzioù Keraudren.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.807 (Genver 1924)

Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Bep beure, goude dont eus da wele, e soubi en dour betek da ziskoaz.

1924
Daveenn : SKET.II p.26

Izabel n’oa ket bet betek ar presbital, goût mat a rae penaos Bilzig n’en devoa ket laeret, ha n’oa ket deut en he c’hredenn e vije bet skourjezet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

Diwar an aod e teue ivez betek enne kriadennoù ar re a oa eno mesket gant re an daou baourkaezh maleürus.

1925
Daveenn : BILZ2 p.144

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

O Doue, deuet betek amañ !… betek amañ da vervel !… dirak ti va zad evel un divroad. Youl Doue ! youl Doue !

1925
Daveenn : BILZ2 p.117

Aet en e hent an den yaouank. Betek pelec’h ez eo bet ? n’ouzon ket.

1925
Daveenn : BILZ2 p.116

Dont a eure war e droad betek Lannuon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

Ar brud a rede penaos he devoa ur pennad-blev hag a gouezhe dezhi betek pennoù he daoulin.

1925
Daveenn : BILZ2 p.150

Bilzig er mor betek e zaoulin a zalc’he ar vag da Saig Jelvest.

1925
Daveenn : BILZ2 p.147

Hag e selle outañ didruez, divergont, evel ma’n dije bet c’hoant mont betek e vennozh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.127

ma bete

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bité

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek ennon

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bité

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

betek

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bete

- A ! Mard eo evel-se eo emañ an traoù, Yann ! Me ne gredan ket e ve gwir pater kement tra a leverer din ; trawalc'h em eus da ober o krediñ ar pezh a welan ! - Na me, kennebeut all, keneil, ne gredan ket holl an traoù [sic], pell ac'hano ! Evelato, un tammig bihan e kredan hag e tiskredan war an traoù a leverer din. E-doug ar wech on bet evel-se hag, hep mar, e chomin er c'hiz-se betek va eur diwezhañ !

1929
Daveenn : SVBV p10

Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-

1929
Daveenn : SVBV p5

da vete penn

1931
Daveenn : VALL pg (pousser l'erreur jusqu'au) bout

kas an erv betek an talar

1931
Daveenn : VALL pg (poursuivre une affaire jusqu'au) bout

betek

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

betek pal

1931
Daveenn : VALL pg (jusqu'au) bout

gervel a reas da zont d'e vete

1931
Daveenn : VALL pg appeler (il appela vers lui)

betek penn

1931
Daveenn : VALL pg (jusqu'au) bout

betek gounit arc'hant, ne reont forzh

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

Kemend-all a c'hoarvez pa ev ar vagerez evajoù alkoolek betek re.

1943
Daveenn : TOAA p3

Bez' e c'heller he heuliañ betek -30m. da nebeutañ, strizh a-walc'h, ha ker splann ha ma 'z eo ar stêr p'emañ o tiboukañ en aber ar Gelveneg.

1943
Daveenn : TNKN p26

An Alre a roas herberc’h dimp, eus ar Yaou 25 a viz Gwengolo betek ar Sul 28.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

Mallozhioù, hudurniezh, blejadeg, breugeudoù, brammoù, ur sonadeg dibaouez betek ma son ar c’hleroner « lazhañ ’r gouloù » da 10 eur. Hini ha hini, e serront o genou hag o daoulagad…

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

« Unan, daou, unan daou », ha d’ar paz, da dreuziñ kêr penn-da-benn betek kazarn an Tour d’Auvergne, war hent Lannuon.

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Mont a ris en e vetek, ha goude un nebeut gourc'hemennoù, ar mengleuzier-mañ a dapas ur m[a]en-glas lintrus ha gant ur greion, e skrivas un ton warnañ savet gantañ krak-ha-berr : [...]

1944
Daveenn : EURW.1 p.125

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « Salud, Lukaz ! » emezo. — « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? » Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.

1944
Daveenn : ATST p.13

Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.

1944
Daveenn : ATST p.27

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Degouezhet e oant betek liorzhoù Karreg-al-Louarn. Neuze e chomas ar baotred war ar plas.

1944
Daveenn : ATST p.81-82

« Ma n’ouzoc’h ket, me a zo o vont da lavarout deoc’h : al labour-mañ a dalvez un testamant. » — « Testamant ar voereb ? » — « Ya, testamant hor moereb, an testamant penn-da-benn betek ar gwenneg diwezhañ, klevout a rit ? »

1944
Daveenn : ATST p.93

« Azezit, marichal ! » a lavaras Job. « Petra ho tegas betek Karreg-al-Louarn ? »

1944
Daveenn : ATST p.121

An aotrou Vallée a reas skol ur wech ar sizhun e Sant-Charlez, betek ma voe peurachu ganin ma studi skolaer, da lavarout eo betek miz Gouere 1898.

1944
Daveenn : EURW.1 p59

D'an abardaez e vezemp distro d'ar gêr, hag ar vuhez skol a gendalc'he, didrouz, didrabas, betek graet ganin ma fask kentañ, d'am dek vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

Evel-se e tremene sioulik ha plaen he zamm buhez, betek marv he zad e 1869.

1944
Daveenn : EURW.1 p14

Gloazet e voe gant un taol baionetezenn digant ur Glaz, ar pezh na viras ket outañ da vevañ betek an oad a 96 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Lod all a voutas betek an Argoad, betek an Arvor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.8

- « Jezuz Dios ! » Ur c'hwenenn !... Sevel a reas prim he broz (sic) du, hag hi d'ober ur skrab trumm d'he glin dehou, an hini tostañ d'al lean. Noazh ha gwenn e oa ar c'hofkar (sic, ar c'hof-gar), neuziet-blot. Difoupat a reas ar gwad da benn ar paotr, ha dont a reas ruz betek e c'houzoug, dre ma stoue e valvennoù gant elevez.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Morse, betek neuze, n'en doa eveshaet e oa ar manati ken teñval, ken diamzeret, dindan e boultrenn.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.

1949
Daveenn : SIZH p.59

Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn [sic, "arroudenn"] dre[-]douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Hag e ya [ar person] betek treuzoù an ti da c'hervel ar vatezh.

1960
Daveenn : PETO p64

Eñvor, mar plij, ho pet ouzhpenn / Eus tud ma zi e glac'har tenn, / Rak, en dienez bet'[-ek] ar strad, / Hepdon reuzeudik ' ve o stad...

1960
Daveenn : PETO p53

ha neuze ivez pakadoù frazennoù er yezh arnevez-se difetis ha sec'h hag o devoa poan d'ober hent betek spered ar selaouerien

1972
Daveenn : BAHE niv. 75, p.4

Kousket a rejomp kichen-ha-kichen war vein kalet plas foar Neufchâteau, ha war bradoù blotoc'h Bastogne, un ergerzhadenn a badas betek Ettelbrück, al lec'h ma voemp sammet en un tren evit bezañ douget d'an Alamagn.

1985
Daveenn : DGBD p6

Bez' e voe anezhañ ur gwir reveulzi estetek ha teknek en doare da sevel an nevedoù kristen en Europa hag ar savadurezh-se a reno hep tra da geveziñ outi betek diwezh ar Grennamzer, da lavarout eo e-pad tri c'hantved hanter.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

Distokañ a ran hag un tammig pelloc'h e troan a-gleiz da vont gant straed Tivón betek straed Petrou Ralli.

2015
Daveenn : EHPEA p15

Ar pep pouezusañ eo ne vefe ket hennezh "merket" betek re : lemit ar pegsunioù diwar revr an oto, laoskit ar van Volkswagen orañjez er gêr, ha skoachit ar gitonoù dindan an azezennoù...

2015
Daveenn : DISENT p85

Dre vras [dre-vras] eo gwell soñjal e daouadoù stourmerien, evel m'hon eus displeget kentoc'h, rak evel-se e vefont gouest d'en em wareziñ an eil egile ha da c'houlenn skoazell betek gouzout m'az afe da feuls ar boliserien.

2015
Daveenn : DISENT p162

C'hoariit ar c'houblad amourouzien, an dremenidi prederiet, al labourerien o vont d'o labour gant pres warne... hag evel-just cheñchit ho look kuit na vefe tres splann ur "stourmer" warnoc'h -badjoù, piercing, stumm ho plev, dilhad disheñvel betek re...-

2015
Daveenn : DISENT p73-74

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

Ar pezh a anaveze diwar e benn a oa aet da netra, hag ar pezh a chome e oa ur c'horf noazh ha netra all, unan fesonet brav avat, betek re zoken, ar pezh a lakae da soñjal en ur c'horf divuhez.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Notennoù studi

En em ziskouez a ra ar ger-mañ dindan tri stumm en istor ar yezh : bet > bete/bede > betek. An emdroadur-mañ zo kenstur gant an hini c'hoarvezet gant "adalek", an araogenn enebet outañ : adal > adale > adalek.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial