Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Leuskel ur gunujenn, kunujennoù ouzh ub. [1850] Mallozhiñ, droukpediñ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kunujenniñ

1850
Daveenn : GON.II pg keûnujenni (Faire des imprécations contre quelqu'un. Maudire).

kunujennañ

1931
Daveenn : VALL pg agonir (d'injures)

M’o divije dibabet ul lec’h all, n’eus forzh pehini all, da sankañ delwenn Ernest gozh, war ar c’hae da skouer, pe e traoñ al leur-gêr [leurgêr], kavet e vije bet abeg da gunujenniñ ha da dabutal un nebeudig, ha fin dre eno.

1954
Daveenn : VAZA p.55

Kunujennet a bep tu, lod o deus ranket kuitaat, o nervennoù aet skuizh

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.2

Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.

2015
Daveenn : EHPEA p32

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial